Liorzh an Hesperidezed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar ramz Atlas o tegas da Herakles avaloù aour liorzh an Hesperidezed, war-dro 490480 kent. J.-K., Mirdi broadel hendraouriezh Aten
Herakles o kutuilh an avaloù-aour.

Avaloù-aour liorzh an Hesperidezed a oa bet roet da Hera gant he mamm Gaia evel prof da zeiz hec'h eured gant Zeus. Miret e oant gant merc'hed yaouank, a veze graet an Hesperidezed anezhe, en o liorzh, er penn all d'ar bed.


Dont a reas Herakles d'o laerezh, peogwir e oa unan eus an dek trevell a oa bet roet dezhañ da ober gant e genderv Euristeüs. Met kalz a boan en doe o kavout e hent, ha ret e voe dezhañ derc'hel war Nereüs da glevout digantañ penaos mont di.

Hervez ur vojenn all eo Prometeüs an hini a ziskouezas an hent dezhañ evit e drugarekaat da vezañ dieubet anezhañ eus ar menez ma oa bet staget outañ.

Lazhañ a reas an aerouant Ladon, a oa o tiwall al liorzh, ha mont kuit gant ar frouezh.

Hervez ur vojenn all avat e lavaras da Atlas mont da gerc'hat an avaloù dezhañ, hag e chomas da zougen an oabl war e choug e lec'h ar Ramz. darn a lavar e nac'has Atlas adkemer e samm, ma voe ret da Herakles c'hoari fin evit e gendrec'hiñ.

Hervez tud zo ne vije bet an avaloù aour-se nemet orañjez, rak ne oa ket anavezet ar frouezh-se gant tud Hellaz, ha moarvat e kavent iskis al liv anezho.

Pennadoù kar[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.