Lila Downs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lila Downs
Lila Downs war ul leurenn

Lila Downs , ganet d'an 19 a viz Gwengolo 1968 en Heroica Ciudad de Tlaxiaco, Oaxaca, Mec'hiko, zo ur ganerez ha sonaozourez vec'hikan.

Taolenn

[kemmañ] He buhez

Merc'h eo da Allen Downs, filmaozer stadunanat a orin saoz ha skosat, ha da Anita Sánchez, kanerez a orin mixtek. Savet eo bet hanter e California ha hanter e Oaxaca, ha bet e Skol-veur Minnesota.
Pa zistroas da Vec'hiko e teskas gwiadiñ ha kanañ a reas en tavarnioù Oaxaca . Goude-se e kanas ivez e Philadelphia gant ar soner Paul Cohen, ur saksofonour stadunanat. Kenlabourat a raent da sevel kanaouennoù ha goude da enrollañ pladennoù. Deuet eo Cohen da vezañ he fried hag he c'huzulier arzel. [1]

[kemmañ] Kanerez

Kanañ a ra Lila e meur a yezh, spagnoleg ha saozneg dreist-holl avat, goude ma toug bri d'he gwrizioù ha d'ar pobloù orin mixtek, zapotek, maya ha náhuatl, ha da sonerezh Oaxaca. Oberennoù personel a gan ivez.
Kenlabouret he deus gant Caetano Veloso da sevel sonerezh ar film Frida diwar-benn buhez al livourez vec'hikan Frida Kahlo.


[kemmañ] DVDoù


[kemmañ] He fladennoù

[kemmañ] Notennoù

  1. XISPAS:An interview with Lila Downs Retrieved Sept 18, 2006 from xispas.com

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all