Grammy Awards

Eus Wikipedia

Ar Prizioù Grammy (Grammy Awards e saozneg, pe Grammies dre verrdro, gwechall Gramophone Awards, zo prizioù krouet e SUA en 1958 hag a vez roet bep bloaz gant an National Academy of Recording Arts and Sciences hag a vez roet d'an arzourien ha d'an deknikourien wellañ a labour war-dro ar sonerezh.

Meur a rummad zo, a-wechoù e vez krouet re nevez, pe serret re gozh. Sed amañ ar prizioù a vez roet dre vras e pep rummad :

  • Albom ar Bloaz, a vez roet da ganer pe pennsoner un albom;
  • Pladenn ar Bloaz, a vez roet da ganer, ur ganaouenn
  • Kanaouenn ar Bloaz, a vez roet da aozer(ien) ur ganaouenn
  • Gwellañ Arzour nevez, d'un arzour en deus graet e gentañ sonenrolladenn.

Prizioù all zo evit arzourien e-barzh rummadoù, evel er re-mañ

Ouzhpenn-se ez eus Prizioù Grammy Latin, e saozneg Latin Grammy Awards, evit ar sonerezh latin, da lavarout eo spagnolek dreist-holl.