Laou-pafalek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ul laouenn bafalek
Laou-pafalek er c'haol
Laou-pafalek er malgudennoù

Al laou-pafalek, pe laou-faraon (Pthirus pubis), zo laou a gemer o aez e blev-gaol an dud, pe etre o divfeskenn, hag a sun o gwad. En isurzhiad an anoplura emaint, ha kiriek int d'ar ftiriaz.

Disheñvel eo o neuz, evel o annez, diouzh re al laou all, laou-penn pe laou-korf. Bihanik int, dezho 2 pe 3 mm hed, ha heñvel int ouzh kranked. Kreñvoc'h eo o meudoù eget re al laou-penn.

Tapet e vezont gant an dud e-kerzh oberoù an embarañ. Gallout a reont kavout bod e blev an divhar pe an divvrec'h, hag en ambrantoù ha blev ar penn zoken.


[kemmañ] Kleñved

Gant al laou-faraon e teu glas ar c'hroc'hen. Kaoz zo bet e c'hallfe ar virus VIH dont gante met n'eo ket bet prouet.


[kemmañ] E galleg

Ur marvnad d'al laou-pafalek zo er ganaouenn c'hallek De profundis morpionibus.

[kemmañ] Skeudennoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all