Kumun c'hall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ar gumun eo bihanañ rann ar melestradur tiriadel e Bro-C'hall. 36 778 a zo anezho bremañ (pa'z eus war-dro 8 000 en Italia).

Anvioù nes d'ar ger a zo roet e broioù all (Alamagn, Beljia). ???

E broioù e-lec'h ma vez komzet ur yezh a orin latin e vez graet gant gerioù tennet diwar al latin municipium.??


Bihanañ rann melestradurel gall a zo bihan e gorread keitet e-keñver re ar broioù all. Meret e vez gant ur c'huzul-kêr hag ur maer en e benn.

Istor [kemmañ]

Krouet eo bet ar c'humunioù diwar al lezenn votet d'an 11 a viz Du 1790. Dre vras, harzoù ar c'humunioù a zo bet re ar parrezioù kozh, met un darn vat a zo bet krouet diwar ur patrom all :

  • Adstagañ parrezioù pa oa un iliz hepken e vit meur a barrez (en ilizoù-meur, da skouer)
  • Distagañ eus ar parrezioù kevrennoù o doa ur chapel hag un tolpadig kêrioù war e dro. E Breizh e veze graet trevioù eus an tolpadigoù kêrioù-se).

Er raktres kentañ e oa bet kinniget ma vije savet kumunioù bras karrez 6 lev o ment !
An anv gall "commune" a zeu eus an emvodoù bourc'hizien a oa bet aotreet gant ar galloudoù (roueed, eskibien, aotrounez) e kêrioù 'zo evit ar merañ armerzhel ha surentel.

Aozadur [kemmañ]

Dastumet eo an testennoù koulz lezennel ha reolel e Kod hollek ar strollegezhioù tiriadel (Code général des collectivités territoriales - CGCT) a zo bet embannet e 2000.