Kouronkerezed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Diana o kouronkañ, livet gant François Boucher
Le Bain Turc, livet gant Ingres
Kibellerez manet kousket (La baigneuse endormie), gant Pierre-Auguste Renoir, (1897). Ar memes anv, "baigneuse", a vez graet eus kouronkerez ha kibellerez e galleg.
La Baigneuse, gant Renoir

Kouronkerezed a zo bet livet alies gant an arzourien. Un digarez da livañ maouezed noazh, estreget war o gwele, ne oa ken. Taolennoù zo a zo bet anvet "Kouronkerez" pe "Kouronkerezed", hep mui, hervez an niver, adalek dibenn an XIXvet kantved dreist-holl. Meur a abeg a zo: plijadur an daoulagad dirak korfoù maouezed, ha plijadur al livour o tiskouez e varregezh da livañ kened ar c'horfoù.

Taolenn

[kemmañ] Doueezed

Er c'hantvedoù kent e veze poltredet doueezed Hellaz pe Roma, Artemis-Diana da skouer, o kouronkañ. Talvezout a rae ar mojennoù kozh rakkristen da zigarez da ziwiskañ ar c'horfoù.

Met adalek an XIXvet kantved ne vez ket ezhomm ken eus digarez an henamzer evit livañ korfoù maouezed en o noazh: re all, diouzh ezhomm, a vo kavet.

[kemmañ] Reter

Gant an doug d'ar reter e veze diskouezet, d'ur poent, merc'hed o kouronkañ en harem, gant Dominique Ingres, da skouer, hag e ziskibien.

[kemmañ] Natur

Kouronkerien e-tal Koad an Amour e Pont-Aven, gant Paul Gauguin, 1886. Museum of Art, Hiroshima, Japan.

N'eo ket kouronkerezed avat en deus livet Paul Gauguin e Pont-Aven, met kouronkerien. Moarvat n'halle lavarout livañ merc'hed ar vro en noazh dirazañ. e Tahiti e vo aesoc'h dezhañ .

[kemmañ] Kibellerezed

A-hend-all e ranker diwall da faziañ gant an taolennoù anvet "Baigneuses" e galleg: darn zo kouronkerezed, darn all kibellerezed.

[kemmañ] Taolennoù

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù