Les Grandes Baigneuses

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Les Grandes Baigneuses, gant Pierre-Auguste Renoir.

Les Grandes Baigneuses (Ar C'houronkerezed Bras) a zo un daolenn gant Pierre-Auguste Renoir livet etre 1884 ha 1887.

Kroget e oa gant an daolenn goude distro eus Italia. Awenet e oa gant un delwenn diwar zorn François Girardon (Le Bain des Nymphes (1672), izelvos plomm evit ur feunteun eus liorzh kastell Versailhez) , met levezonet eo ivez gant oberennoù Dominique Ingres ha murlivadurioù Raffaello en devoa gwelet en Italia. Adal neuze ne livo ket er-maez ken, hag e stago da ziskouez maouezed en o noazh dreist-holl.


[kemmañ] Maouezi

Suzanne Valadon , poltredet gant Renoir

Aline Charigot eo ar veleganez en a-dreñv hag a zimezo da Renoir en 1890. Suzanne Valadon an hini zo en dour, hag a vo mamm da Maurice Utrillo.


[kemmañ] Degemer

Kenaén e plijas an daolenn da Claude Monet ha Marcel Proust, met degemeret fall e voe a-hend-all gant an arzvarnerien.

[kemmañ] Notennoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all