Kolkida
Kolkida, pe Kolc'his (Jorjieg ha lazeg: კოლხეთი, ḳolc'hethi pe "ḳolc'ha"; henc'hresianeg: Κολχίς, Kolkhís) a oa ur Stad[1][2], ur rouantelezh hag ur vro[3], war aod ar Mor Du, e kornôg Jorjia[4][5][6][7], he deus bet ur roll pouezus e savidigezh broad Jorjia[8][9][7].
Rouantelezh Kolc'his a oa unvanet gant rouantelezh jorjian Iberia[10][11]. Graet e vez Kolc'hisidi eus ar meuriadoù jorjian a boble aod reter ar Mor Du[12] gwezhall.
E mitologiezh Henc'hres e oa Aietes ha Medea o chom e Kolc'his. Eno e oa ar Maoutken aour a yeas Iason hag an Argonaoted da gerc'hat ivez. Soñjal a reer ivez e oa bro an Amazonezed marteze.
Hervez ar skrivagnerien e c'haller kompren e oa e Kolkida ur geoded-impalaeriezh trevadennet gant ar C'hresianed. Eus ar rouantelezh kozh-se e teu Georgia a hiriv.
Istor [kemmañ]
E dibenn ar bloavezhioù 2000 a-raok JK e oa, e reter ar Mor Du, div rouantelezh o kreskiñ, hini Diaochi Daïaé, ha hini Kolkha (Κολχίς / Kolkhís pe Kolkhis e gregach) pe Kolkida, bro mojenn ar maoutken aour.
Aea a veze graet eus Kolc'his a-wechoù, diwar anv an enezenn m'edo ar roue Aietes hag e c'hoar Kirke o chom er vitologiezh, en aber ar stêr Phase (a zo Rioni hiziv). Gant ar stêr-se e oa graet an disparti, hervez soñj Hellaziz kozh, etre Europa hag Azia, hag aleshont e c'halled merdeiñ c'hoazh war-zu ar reter.
Gant Hellaziz Miletos e voe savet trevadennoù en VIIIvet kantved kent JK, ha da gentañ-penn hini Diaskourias, a voe anvet Sebastopolis diwezhatoc'h, hag a zo anvet Soukhoumi hiziv. Bevennet e oa Kolc'his gant ar Menezioù Kaokaz en hanternoz ha klotañ a ra tamm-pe-damm gant Jorjia hiziv. War-dro 330 kent JK e voe skarzhet ar Bersed ac'haleno gant Aleksandr Veur (-336/-323).
Gant tierniezh ar Farnavazided, a badas betek 93 kent JK, e teuas da vout rouantelezh Kartlia, pe Iberia hervez ar C'hresianed. Goude e teuas Iberia da vout e dalc'h tierniezh an Arsakided, etre 93 ha 32 kent JK, ha neuze e tistroas ar Farnavazided. E 65 kent JK e voe aloubet ar vro gant Pompeius (-106 /-48). Diwezhatoc'h, en amzer an impalaer roman Trajan e voe staget Kolc'his ouzh proviñs roman Pontus, betek krouidigezh kentañ rouantelezh Georgia e 265.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Cyril Toumanoff, Studies in Christian Caucasian History, p 69
- ↑ One Europe, Many Nations: A Historical Dictionary of European National Groups, James Minahan, p. 282
- ↑ Marc Van de Mieroop, A History of the Ancient near East, C. 3000–323 BC, p 265
- ↑ Ronald Grigol Suny, The Making of the Georgian Nation, p 9
- ↑ Georgia in Antiquity: A History of Colchis and Transcaucasian Iberia, 550 BC-AD 562, David Braund Oxford: Clarendon Press, 1994. Pp. 359
- ↑ The Making of the Georgian Nation, Ronald Grigor Suny, p. 13
- ↑ 7,0 7,1 Modern Hatreds: The Symbolic Politics of Ethnic War, Stuart J. Kaufman, p. 91
- ↑ Charles Burney and David Marshal Lang, The Peoples of the Hills: Ancient Ararat and Caucasus, p. 38
- ↑ Oliver Wardrop, The Kingdom Of Georgia: Travel In A Land Of Women, Wine And Song (Kegan Paul Library of History and Archaeology)
- ↑ David Braund, Georgia in Antiquity: A History of Colchis and Transcaucasian Iberia, 550 BC-AD 562, Oxford University Press, USA (September 8, 1994)
- ↑ W.E.D. Allen, A history of the Georgian people (1932), p. 123
- ↑ The Great Soviet Encyclopedia:Значение слова "Колхи" в Большой Советской Энциклопедии