Menezioù Kaokaz

Eus Wikipedia

Evit ar rannved politikel: gwelet Kaokaz.


Skeudenn eus ar menezioù Kaokaz, tennet eus ul loarell

Ar C'haokaz (კავკასიონი, Kavkasioni, e jorjieg, Кавказ/Kafkás e ruseg) zo menezioù en em astenn etre ar Mor Du ha Mor Kaspia. Ur rannved douaroniel ha politikel eo ivez (gwelet Kaokaz).

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv "Kaokaz" eus ar ger gresianek "kaukasos". Krediñ a reer e teu ar ger gresianek eus ur ger iranek kozh "kapkah", a dalveze "menez bras", pe eus ur ger hittitek "kazkaz" a oa anv ur bobl o vevañ war ribl ar Mor Du. Displegadurioù all zo bet roet d’an anv c’hoazh .

Kaokaz Bras ha Kaokaz Bihan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaokaz a ranner peurvuiañ e div lodenn : Kaokaz Bras ha Kaokaz Bihan. Alies pa lavarer Kaokaz ne reer anv e gwirionez nemet eus Kaokaz Bras.

An hañv e rannvro Svaneti (Jorjia)

Ar C’haokaz Bras en em astenn a-hed ouzhpenn 1100 km, hag a-dreuz 180 km. E gernioù uhelañ a dap 4000-5000 m, a-hed un aradennad ledet etre Sotchi, war aod ar Mor Du, ha Bakou, kêr-benn Azerbaidjan, war ribl Mor Kaspia. Ar menez Elbrous eo ar menez uhelañ (5642 m), ha sellet a reer outañ evel ar menez uhelañ en Europa. Ar C’haokaz Bras a ranner e teir lodenn : hini ar c’hornôg, etre ar Mor Du hag an Elbrouz, hini ar c’hreiz, etre an Elbrous hag ar menez Kazbek, hag hini ar reter, er reter d’ar menez Kazbek.

Ar C’haokaz Bras a lakaer peurvuiañ da vezañ an harzoù etre Azia hag Europa.

Ar C’haokaz Bihan zo kenstur mui pe vui gant ar C’haokaz Bras, nemet emañ pelloc’h er c’hreisteiz, en hanternoz da Armenia. Liammet eo ouzh ar C’haokaz Bras gant menezioù Likhi, un aradennad venezioù a dreuz kreiz Jorjia. Ar menez Gyamysh eo ar gern uhelañ (3 724 m).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.