Klaus Rifbjerg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Klaus Rifbjerg
Klaus Rifbjerg
Klaus Rifbjerg o sinañ e levr Rod e BogForum 2008 e Kopenhagen
Obererezh romantoù, pennadoù kelaouiñ, burutellañ
Ganedigezh 15 a viz Kerzu 1931
e Kopenhagen
Yezh skrivañ daneg
Enorioù

Klaus Rifbjerg (15 a viz Kerzu 1931 e Kopenhagen) a zo ur skrivagner danat. Ouzhpenn 170 levr (romantoù, arnodadennoù) a zo bet skrivet gantañ.[1]

E vuhez[kemmañ]

Ganet e voe Rifbjerg e Kopenhagen met kas a reas e vugaleaj en enezenn Amager e Øresund, war aodoù reter Sjælland. E dud a oa kelennerien. Saozneg ha lennegezh a studias e skol-veur Kopenhagen, ha goude-se e skol-veur Princeton e-pad bloaz.

E 1958 e voe brudet gant e romant Den kroniske Uskyld. Lakaet e voe da film e 1985, sevenet gant Edward Fleming. Abaoe en deus skrivet ouzhpenn 100 romant, hag ivez dastumadegoù danevelloù, pezhioù-c'hoari, senariooù filmoù, deizlevrioù ha levrioù evit ar vugale.

Kazetenenr ha buruteller eo bet Rifbjerg ivez. Asambles gant Villy Sørensen e voe e penn ar gelaouenn lennegel Vindrosen, hag etre 1984 ha 1991 e voe rener lennegel Gyldendal.

Oberennoù (un dibab)[kemmañ]

  • Under vejr med mig selv (1956)
  • Efterkrig (1957)
  • Den kroniske uskyld (1958)
  • Konfrontation (1960)
  • Operaelskeren (1966)
  • Lonni og Karl (1968)
  • Anna (jeg) Anna (1969)
  • Lena Jørgensen Klintevej 4 2650 Hvidovre (1971)
  • Tak for turen (1975)
  • De hellige aber (1981)
  • Falsk forår (1984)
  • Krigen (1991)
  • Nansen og Johansen (2002)

Notenn[kemmañ]

  1. Afterbeat. En samtale med Klaus Rifbjerg, Henrik Juul Jensen, 1996, ISBN 87-16-14257-8

Liammoù diavaez[kemmañ]