Göran Tunström

Eus Wikipedia
Göran Tunström
Ganedigezh 14 a viz Mae 1937
e Borgvik, Kumun Grums
Marv 5 a viz C'hwevrer 2000
e Stockholm
Yezh skrivañ svedeg
Enorioù Priz lennegezh Kuzul an Norzh 1984


Göran Tunström (14 a viz Mae 1937 e Borgvik, Kumun Grums - 5 a viz C'hwevrer 2000 e Stockholm) a oa ur skrivagner svedat. E vugaleaj a gasas e Sunne e Kontelezh Värmland. Gwaz an arzourez Lena Cronqvist e oa, ha tad ar filmaozer Linus Tunström. Kemer a reas perzh e Festival etrebroadel ar barzhonegoù en Oslo. En e skridoù e lakae kalz elfennoù personel. Pouezus eo Sunne, e gêr c'henidik, en e oberenn : enni e lak tud ar vro pe tud vrudet da gemer perzh en e istorioù. Goloioù e zaou levr diwar-benn Sunne (De heliga geograferna ha Guddöttrarna) a voe livet gant an arzour Tage Åsén hag a oa bet ganet eno ivez. Daoust ma oa anavezet a-walc'h abaoe un 40 vloaz bennak e teuas da vezañ brudetoc'h e Sveden pa voe lakaet e film e levr Juloratoriet e 1996.

E dibenn ar bloavezhioù 1950 edo o chom e Hydra e Gres, ma teuas da vezañ mignon gant Leonard Cohen ha gant ar skrivagner norvegiat Axel Jensen.

E oberenn (un dibab)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Maskrosbollen, 1962
  • De heliga geograferna, 1973
  • Guddöttrarna, 1975
  • Prästungen, 1976
  • Ökenbrevet, 1978
  • Juloratoriet, 1983
  • Tjuven , 1986
  • Skimmer, 1996
  • Berömda män som varit i Sunne, 1998