Bo Carpelan
Eus Wikipedia
| Bo Carpelan | |
|---|---|
Bo Carpelan e miz Eost 2008 |
|
| Ganedigezh | 25 a viz Here 1926 e Helsinki |
| Marvidigezh | 11 C'hwevrer Espoo |
| Yezh skrivañ | svedeg |
| Rumm lennegel | barzhonegoù, romantoù, danevelloù |
| Enorioù | Priz lennegezh Kuzul an Norzh |
| kemmañ |
|
Bo Carpelan (25 a viz Here 1926 e Helsinki - 11 a viz C'hwevrer 2011) a zo ur skrivagner hag ur barzh finlandat a skriv e svedeg.[1][2] E 1946 e voe embannet e zastumad barzhonegoù kentañ. E 1960 e tapas kaout un doktorelezh war ar brederouriezh. Barzhonegoù, romantoù ha danevelloù a vez skrivet gantañ. Ar skrivagner nemetañ en deus bet Priz Finland div wech eo. E varzhoneg "Start e oa ar goañv" a zo bet savet sonerezh diwarnañ gant ar sonaozer Aulis Sallinen.