Per Petterson

Eus Wikipedia
Per Petterson
Per Petterson
Per Petterson e 2007
Ganedigezh 18 a viz Gouere 1952
en Oslo
Yezh skrivañ norvegeg
Enorioù
  • Priz Brage 2000 gant I kjølvannet
  • Priz lennegezh Kuzul an Norzh 2009 gant Jeg forbanner tidens elv
  • Priz lennegezh burutellerien Norvegia 2003 ha Priz al levr gwellañ roet gant ar werzherien levrioù gant Ut og stjæle hester
  • Priz Independent Foreign Fiction 2006 ha Priz lennegezh etrebroadel IMPAC Dulenn 2007 gant troidigezh saoznek Ut og stjæle hester


Per Petterson (18 a viz Gouere 1952 en Oslo) a zo ur skrivagner norvegiat en deus bet meur a briz lennegel. Gwerzher levrioù eo bet, ha troour ha buruteller levrioù eo bet a-raok kas holl e amzer o skrivañ. Menegiñ a ra Knut Hamsun ha Raymond Carver e-touez ar re o deus e levezonet [1].

E 1987 e voe embannet e levr kentañ, un dastumad danevelloù titlet Aske i munnen, sand i skoa. En e romant I kjølvannet (2000) e kont istor ur paotr yaouank a gollas holl e familh pa'z eas ar vag Scandinavian Star d'ar strad e 1990. E New York Times Book Review an 9 a viz Kerzu 2007 e voe lakaet e romant Ut og stjæle hester e-touez an 10 romant gwellañ bet embannet e 2007.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1987 – Aske i munnen, sand i skoa
  • 1989 – Ekkoland
  • 1992 – Det er greit for meg
  • 1996 – Til Sibir
  • 2000 – I kjølvannet
  • 2003 – Ut og stjæle hester
  • 2004 – Månen over Porten
  • 2008 – I Curse the River of Time

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]