Kig-ha-fars

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar sac'had fars bet o poazhañ er soubenn
Ar sac'had fars
Ar meuz klok

Ar c'hig-ha-fars zo ur meuz breizhat, a vez debret e Bro-Leon dreist-holl, met a gaver muioc'h-mui e Breizh a-bezh.

Ennañ ez eus meur a seurt kig, kig-bevin ha kig-moc'h poazhet en dour gant legumaj (kaol, karotez, pour, irvin, ognon,...) ha gant fars-sac'h.

Ar fars-sac'h zo toaz graet gant laezh, vioù ha bleud gwinizh (fars gwenn) pe bleud gwinizh-du (fars du), ha poazhet en ur sac'h. Servijet e vez troc'het a jelkennoù, pe bruzunet, asambles gant ar c'hig hag al legumaj.

Gant ar c'hig-ha-fars e vezer boaz da ginnig « lipig », chaous graet gant chalotez troc'het a dammoù bihan ha poazhet e-barzh an amann.

Gwechall e oa ar meuz-se boued pennañ al labourerien-douar e Bro-Leon (hep kalz a gig alies). Meur a rekipe disheñvelik zo da ober kig-ha-fars, hervez an terouer.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger kig-ha-fars er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.