Mont d’an endalc’had

Kazh pavioù du

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kazh e bavioù du)
Kazh pavioù du


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Felis
Anv skiantel
Felis nigripes
Burchell, 1824
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hazh pavioù du (Felis nigripes) zo ur bronneg bihan a vev e Suafrika, Namibia, Angola, Botswana ha Zimbabwe.

Bevañ a ra er savanennoù hag en damzezerzhioù. Ral eo e dezerzh Kahalari avat. Gant ur pouez keidat 1,6 kg eo ar spesad kazh bihanañ er bed. War-dro 1,3 kg e pouez ar parezed tra ma vez ar pared un tamm brasoc'h gant 1,9 kg. Etre 36 ha 52 cm eo e hirder gant ul lost 13-20 cm. Bras-tre eo e benn e-keñver ar peurrest eus e gorf. A-liv gant ar c'hanell eo e vlevenn gant ur roudenn zu a-dreñv e zivskoaz ha kelc'hiennoù war e bavioù hag e lost. Du eo penn e bavioù.

Digenvez e vev hag oberiant eo diouzh an noz. Abalamour da se ne vez ket gwelet alies. Diouzh an deiz e kuzh e douarennoù, e krugelloù merien-gwenn kleuz pe dindan ar struzh.

En em vagañ a ra diwar krignerien bihan hag evned dreist-holl, a-wechoù diwar amprevaned ha kevnid (1% eus o bevañs)[1],[2]. Ambac'h eo ha kuzhat a ra pa vez direnket. En em zifenn a ra gant kalon pa vez enket.

Graet e vez Miershooptier anezhañ (Tigr Anthill) abalamour d'e galonegezh. Hervez mojennoù ar Saned int loened kalonek-kenañ a c'hell lazhañ jirafenned zoken dre droc'hañ o gwazhienn-c'houzoug.

Etre unan ha pevar c'holen a vez ganet (daou hepken ar peurliesañ) bewech. Pemp mizvezh e chomont gant o mamm. Daou dorad a c'hell bezañ ganet gant ur barez bep bloaz. Tachenn chase ar parezed zo bihanoc'h (war-dro 10 km²) eget hini ar pared (war-dro 29 km²).

Daou isspesad a anavezer : Felis nigripes nigripes ha Felis nigripes thomasi.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Wozencraft, W. C. (2005). In : Wilson, D. E., & Reeder, D. M. : Mammal Species of the World, Johns Hopkins University Press, 2006 (ISBN 978-0-8018-8221-0).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Sliwa, A. (1994). "Black-footed cat studies in South Africa". Cat News 20: 15-19.
  2. Sliwa, A. (2006)
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.