Kazh pavioù du
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
![]() |
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Felis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Felis nigripes Burchell, 1824 |
|||||
|
|||||
Ar c'hazh pavioù du (Felis nigripes) zo ur bronneg bihan a vev e Suafrika, Namibia, Angola, Botswana ha Zimbabwe.
Bevañ a ra er savanennoù hag en damzezerzhioù. Ral eo e dezerzh Kahalari avat. Gant ur pouez keidat 1,6 kg eo ar spesad kazh bihanañ er bed. War-dro 1,3 kg e pouez ar parezed tra ma vez ar pared un tamm brasoc'h gant 1,9 kg. Etre 36 ha 52 cm eo e hirder gant ul lost 13-20 cm. Bras-tre eo e benn e-keñver ar peurrest eus e gorf. A-liv gant ar c'hanell eo e vlevenn gant ur roudenn zu a-dreñv e zivskoaz ha kelc'hiennoù war e bavioù hag e lost. Du eo penn e bavioù.
Digenvez e vev hag oberiant eo diouzh an noz. Abalamour da se ne vez ket gwelet alies. Diouzh an deiz e kuzh e douarennoù, e krugelloù merien-gwenn kleuz pe dindan ar struzh.
En em vagañ a ra diwar krignerien bihan hag evned dreist-holl, a-wechoù diwar amprevaned ha kevnid (1% eus o bevañs)[1][2]. Ambac'h eo ha kuzhat a ra pa vez direnket. En em zifenn a ra gant kalon pa vez enket.
Graet e vez Miershooptier anezhañ (Tigr Anthill) abalamour d'e galonegezh. Hervez mojennoù ar Saned int loened kalonek-kenañ a c'hell lazhañ jirafenned zoken dre droc'hañ o gwazhienn-c'houzoug.
Etre unan ha pevar c'holen a vez ganet (daou hepken ar peurliesañ) bewech. Pemp mizvezh e chomont gant o mamm. Daou dorad a c'hell bezañ ganet gant ur barez bep bloaz. Tachenn chase ar parezed zo bihanoc'h (war-dro 10 km²) eget hini ar pared (war-dro 29 km²).
Daou isspesad a anavezer :
- Felis nigripes nigripes
- Felis nigripes thomasi
Levrlennadur [kemmañ]
- Wozencraft, W. C. (16 November 2005). in Wilson, D. E., and Reeder, D. M. (eds): [Mammal Species of the World], 3de embannadur, Johns Hopkins University Press, 536. ISBN 0-801-88221-4.
- Cat Specialist Group (2002). "Felis nigripes". 2006 IUCN Red List of Threatened Species. IUCN 2006. Retrieved on 05 May 2006.
Liammoù diavaez [kemmañ]
Daveoù [kemmañ]
- ↑ Sliwa, A. (1994). "Black-footed cat studies in South Africa". Cat News 20: 15-19.
- ↑ Sliwa, A. (2006)
