Kazh-gwern
Neuz
(Adkaset eus Kazh ar janglenn)
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Genad : | Felis | ||
Anv skiantel | |||
Felis chaus Schreber, 1777 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hazh-gwern, pe kazh ar janglenn, (Felis chaus) zo ur bronneg a vev en Egipt hag en Azia (eus Turkia hag ar C'haokaz betek gevred ar c'hevandir).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bihan eo (70 cm e hirder) ha berr a-walc'h e lost (war-dro 30 cm). An aliesañ eo melen-gell pe ruz-gell e vlevenn. Begek eo e zivskouarn, evel re al liñs.
En em vagañ a ra diwar krignerien hag evned. Ar re a vev e-kichen an dour a c'hell neuial ha pesketa.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra er savanennoù hag er c'hoadegoù trovanel sec'h betek 2.500 m uhelder. E rannvroioù 'zo e tosta ouzh lec'hioù annezet gant an dud ha mont e tiez dilezet zoken.
P'emañ ar pared o c'houlenn parez e c'hellont harzhal evel chas.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Felis chaus chaus
- Felis chaus affinis
- Felis chaus fulvidina
- Felis chaus kelaarti
- Felis chaus kutas
- Felis chaus nilotica
- Felis chaus prateri