Kazh-gwern
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Felis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Felis chaus Schreber, 1777 |
|||||
|
|||||
Ar c'hazh-gwern, pe kazh ar janglenn, (Felis chaus) zo ur bronneg a vev en Egipt hag en Azia (eus Turkia hag ar C'haokaz betek gevred ar c'hevandir).
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Bihan eo (70 cm e hirder) ha berr a-walc'h e lost (war-dro 30 cm). An aliesañ eo melen-gell pe ruz-gell e vlevenn. Begek eo e zivskouarn, evel re al liñs.
En em vagañ a ra diwar krignerien hag evned. Ar re a vev e-kichen an dour a c'hell neuial ha pesketa.
Annez [kemmañ]
Bevañ a ra er savanennoù hag er c'hoadegoù trovanel sec'h betek 2.500 m uhelder. E rannvroioù 'zo e tosta ouzh lec'hioù annezet gant an dud ha mont e tiez dilezet zoken.
P'emañ ar pared o c'houlenn parez e c'hellont harzhal evel chas.
Isspesadoù [kemmañ]
- Felis chaus chaus
- Felis chaus affinis
- Felis chaus fulvidina
- Felis chaus kelaarti
- Felis chaus kutas
- Felis chaus nilotica
- Felis chaus prateri