Kazh alaouret Azia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
C. temminckii
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Vertebrata | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Catopuma | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Catopuma temminckii Vigors & Horsfield, 1827 |
|||||
| Statud CITES : | Amzeriad adwel dianav |
||||
|
|||||
Ar c'hazh alaouret Azia (Catopuma temminckii, pe Profelis temminckii, pe Felis temminckii) a zo ur c'hazh krenn e vent (90 cm gant ul lost a 50 cm). Pouezañ a ra etre 12 ha 16 kg. En ereoù e c'hell bevañ 20 bloavezh, met un tamm nebeutoc'h en natur moarvat. Gell-melenn pe rous eo e greoñ ar peurliesañ hag eñ e anavezer pennoù gant ur blevad du pe c'hris. Disaotr eo, estreget e Sina ma kaver pennoù heñvel a-wac'h o c'hroc'henn ouzh hini ur banterenn.
Taolenn |
Annez [kemmañ]
E gevred Azia e vev ar c'hazh alaouret, eus Tibet betek Sumatra, e koadegoù sklaer dreist holl. E gavout a c'heller er c'hoadegoù glaviek ivez, betek 3000 metr. Dianav eo poblañs ar c'hazh alaouret met war stagadenn I ar CITES eo bet lakaet en abeg an arvaroù a ginnig e annez. Evit e greoñ hag e eskern (implijet er medisinerezh hengounel sinat) eo hemolc'het met ar c'hinnig brasañ a zo distrujadur e annez.
Emzalc'h [kemmañ]
Nebeut a dra a anavezer a-zivout emzalc'h ar c'hazh alaouret en natur. Un aneval-noz eo, war a seblant. Hemolc'h a ra evned ha bronneged bihan. Hervez reoù 'zo e hemolc'h ar preizhoù brasañ e koupl. Ar gouennañ e krog etre 18 ha 24 miz. Ar parezed o devez etre daou ha pevar c'holen ha kemer a ra ar pared perzh en o desavadur ivez. Ar c'hazhig a zo dall, evel evit an holl gizhier arall ha 250 g e pouezont.
80 devezh e pad an dougen.
Isspesadoù [kemmañ]
Tri isspesad a anavezer
- Catopuma temminckii temminckii, Himalaya, Gevred Azia, Sumatra
- Catopuma temminckii dominicanorum, gevred Sina
- Catopuma temminckii tristis, mervent Sina
Liammoù diavaez [kemmañ]