Karintia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kärnten (alamaneg)
Koroška (sloveneg)
Banniel Karintia Skoed-ardamez Karintia
(Banniel Karintia) (Skoed-ardamez Karintia)
Karte oesterreich kaernten.png
Yezhoù ofisiel Alamaneg, sloveneg
Kêr-benn Klagenfurt / Celovec
Pennrener ar stad kevredet (Landeshauptmann) Gerhard Dörfler (FPK, poblour eus an tu dehoù pellañ)
Gorread
-Hollad
-Dour

9 536 km²
1.8%
Poblañs
-Stankter
559 404 (2001)
59/km²
Meurastumm.pngTennañ a ra ar pennad-mañ da stad kevredet Karintia en Aostria. Evit rannvro Karintia e Slovenia, sellit amañ.


Ur stad kevredet a Aostria eo Karintia (alamaneg Kärnten, sloveneg Koroška) a zo Klagenfurt (sloveneg Celovec) e gêr-benn.

Div yezh ofisiel a zo e Karintia: an alamaneg hag ar c'hKoroško (sloveneg Karintia), ur rannyezh slovenek. Hervez niveradeg ofisiel 2001 e ra 13 109 a dud (~2.3% eus ar boblañs) gant ar sloveneg bemdez; e gwirionez ez eus muioc'h evit 50 000 sloveneger karintian (da lavarout eo muioc'h evit 9% eus ar boblañs), met lakaet e vez lod anezho da gaout mezh abalamour d'o yezh.

(Da vezañ kendalc'het)

Taolenn

[kemmañ] Emdroadur ar boblañs

Emdroadur ar boblañs
Bloavezh Niv. a annezdi Niv. ofisiel
a slovenegerien

1900 367 324 75 136
1923 370 432 34 650
1939 460 946 43 179
1951 474 764 42 095
1961 495 226 24 911
1971 525 728 20 972
1981 536 179 16 552
1991 552 421 14 850
2001 559 404 13 109















[kemmañ] Istor & Politikerezh

[kemmañ] Karintia - kreñvlec'h an tu dehoù pellañ

Abaoe an XIXvet kantved ez eo bet Karintia unan eus kreñvlec'hioù an tu dehoù pellañ e Kreiz Europa. D'ar vare-se e tegemeras lod eus alamanegerien ar vro mennozhioù broadelour, enepslav, enepyuzev hag enepkloer tra ma chome ar slovenegerien leal ouzh gouarnamant Vienna ha stad liesvroadel an Habsbourged. E 1919 pa voe disrannet Aostria-Hungaria e c'houlennas breujoù Karintia e vefe staget o bro ouzh Alamagn. Lu stad SHS (Yougoslavia) ac'h ac'hubas ar rannvroioù sloveneger hag en em gannas ouzh gward-bro Karintia. Betek ar bloavezhioù 1980 e oa bet enoret paotred ar ward-bro evel harozed ha "difennerien a-enep ar slaved" gant gouarnamantoù Karintia. Dre ur referendom (d'an 10 a viz Here 1920) e chomas ar rannvroioù sloveneger stag ouzh Karintia dre ma oa bet prometet d'ar slovenegerien, 70 000 den bennak d'ar mare-se, skolioù o-unan. Etre 1938 ha 1945, dindan ren an nazied e oa forbannet miliadoù a slovenegerien gant an SS. Em em zifenn a raent en ur sevel strolladoù partizanted hag a stourme a-enep d'ar polis ha d'an arme alaman ar gwellañ ma c'hellent. Da dreitourien e vez lakaet ar rezistanted-se gant politikerien garintian eus an tu dehoù betek an deiz a hiziv. Dre voaz e ya un dregantad uhel eus ar votoù gant strolladoù eus an tu dehoù pellañ e dilennadegoù Karintia - war-dro 42.5% e 2004.

Gwelet ivez:

[kemmañ] Tabut ar panelloù (alamaneg Ortstafelstreit)

Takad ar sloveneg e Karintia (2001)

Dre lezenn o deus minorelezhioù yezhel Aostria ar gwir da sevel panelloù liesyezhek ha da implij o yezhoù er melestradurezh hag er skolioù en o zakadoù istorel. E 1972 e tivizas Bruno Kreisky, kañseller Aostria, ha Hans Sima, pennrener Karintia sevel panelloù alamanek-slovenek e 205 kumun e su Karintia (war an dachenn aroueziet gant ur vevenn c'hlas war ar gartenn). Distrujet e voe an holl panelloù-mañ gant ur mob a stourmerien eus an tu dehoù pellañ, met ivez gant slovenegerien asimilet zo o doa keuz eus o mammyezh hag a fellas dezho ez aje ar sloveneg da get ar buannañ ar gwellañ. Taget e voe Kreisky ha Sima gant manifesterien garintian a rae "treitourien yuzev" eus an daou bolitikour.

E 1977 e voe divizet gant ar gouarnamant kevredel sevel panelloù divyezhek e kumunioù ma veze komzet sloveneg gant muioc'h evit 25% eus ar boblañs enno, 91 kumun en holl. Hogen ne voe ket bet savet nemet 77 panell betek ar bloavezh 2010 abalamour da vastoc'hadur al lezenn gant pennrenerien Karintia a beb liv politikel.

Jörg Haider o sevel panelloù unyezhek nevez e Bleiburg/Pliberk e miz Eost 2006

Abaoe 2000 en deus bet heuliet ur strategiezh nevez gant an dud o stourm evit gwirioù slovened Karintia. Bleniañ a reont o c'hirri-tan buan-kenañ dre gumunioù a vank panelloù divyezhek dezho. Pa vezont barnet e nac'hont paeañ peogwir ne oa ket aroueziet en un doare reizh harzoù ar gumun. E 2001 ec'h urzhias Lez-varn Vonreizhel Aostria sevel panelloù alamanek-slovenek e pep kumun ma vez komzet sloveneg enni gant muioc'h evit 10% eus ar boblañs. Mastoc'het e voe an urzh-mañ gant Jörg Haider, pennrener Karintia eus an tu dehoù pellañ. E 2006 e tivizas Haider dismantrañ panelloù divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk. E miz Eost 2006 e kemennas e vo dismantret an holl panelloù divyezhek ha lakaet re unyezhek gant adpanelloù slovenek bihanik en o flas. E 2011 nemetken e voe echuet 'tabut ar panelloù' da vat, ha savet 164 panell divyezhek dres Su Karintia.

Gwelout ivez:

[kemmañ] Kêrioù pennañ Karintia

   Kêr annezad (2005)
1 Klagenfurt/Celovec, kêr-benn Karintia 90 141
2 Villach/Beljak 57 612
3 Wolfsberg/Volšperk 25 298
4 Spittal an der Drau/Špital ob Dravi 16 045
5 Feldkirchen/Trg 14 030
6 Sankt Veit an der Glan/Št. Vid ob Glini 12 839
7 Völkermarkt/Velikovec 11 373
8 Sant Andrä/Št. Andrež 10 791

[kemmañ] Tud vrudet a gKarintia

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Aostria Aostria

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all