Stiria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Steiermark (alamaneg)
Štajerska (sloveneg)
Banniel Stiria Skoed-ardamez Stiria
(Banniel Stiria) (Skoed-ardamez Stiria)
Karte oesterreich steiermark.png
Yezh ofisiel Alamaneg
Kêr-benn Graz
Pennrener ar stad kevredet (Landeshauptmann) Franz Voves (sokialour)
Gorread
-Hollad
-Dour

16 391,93 km²
0.9%
Poblañs
-Stankter
1 183 303 (2001)
72/km²
Tennañ a ra ar pennad-mañ da stad kevredet Stiria, Aostria. Evit rannvro Stiria, Slovenia, sellit ouzh: Stiria (Slovenia).


Ur stad kevredet a Aostria eo Stiria (alamaneg Steiermark, sloveneg en kroateg Štajerska, sloveneg Prekmurje Štájersko, hungareg Stájerország) a zo Graz (sloveneg Gradec) e gêr-benn. Diazezet eo bet ar vro e 1180. Betek fin ar Brezel bed kentañ e voe renet evel dugelezh gant an Habsbourged. E 1919 e voe disrannet rannvroioù sloveneger Stiria diouzh Aostria ha staget ouzh rouantelezh SHS (Yougoslavia). Hiziv an deiz n'eus nemet 4 250 sloveneger hag a zo o chom e mervent ar vro dreist-holl, en-dro da gêr Radkersburg / Radgona.

Meneziek ha koadek eo ar vro: ouzhpenn 61% eus he zachenn a zo dindan goadeier.


Kêrioù pennañ Stiria[kemmañ]

   Kêr annezad (2005)
1 Graz, kêr-benn Stiria 240.278
2 Leoben 25 804
3 Bruck an der Mur 13 439
4 Knittelfeld 12 740
5 Judenburg 10 349
6 Voitsberg 10 074

Tud vrudet a Stiria[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Aostria Aostria