Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar savadur kozh hag ar savadur nevez
An iliz e-tro 1900

Iliz eñvor an Impalaer Wilhelm (alamaneg : Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche) a zo un iliz lec’hiet e straed Kurfürstendamm e Berlin. Savet eo bet etre 1891 ha 1895, diwar raktres Franz Schwechten. Fellout a rae d’an impalaer Wilhelm II Alamagn enoriñ e dad-kozh, Wilhelm Iañ. Doare romanek ha nevezromanek eo an iliz. Distrujet eo bet an iliz e-pad ur vombezadeg e 1943. Ar pezh a chomas (ul lodenn eus an tour) a voe anvet der hohle Zahn (an dant toull). Un iliz nevez a voe savet etre 1951 ha 1961, peg ouzh an hini gozh, diwar ur raktres gant Egon Eiermann. Enni ez eus ur groaz savet gant tachoù bet dastumet e-lec’h ma oa iliz-veur Coventry, bet distrujet e-pad an Eil brezel-bed ivez. Kensakret e voe d’ar 25 a viz Mae 1962, ar memes devezh hag iliz-veur nevez Coventry (hag a zo bet savet ivez e-kichen dismantroù an iliz-veur gozh). Ouzhpenn kroaz Coventry e kaver enni ur skeudenn ikonek anvet Madona Stalingrad, savet gant al letanant Kurt Reuber, e miz Kerzu 1942 e Stalingrad (Volgograd hiziv an deiz), evel arouez eus adunvanidigezh an teir bro goude an eil brezel bed.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.