Kaerell roudennek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
M. strigidorsa
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
| Genad : | Mustela | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Mustela strigidorsa Gray, 1853 |
|||||
|
|||||
Ar gaerell roudennek (Mustela strigidorsa) zo ur bronneg a vev en Azia (reter Nepal, biz India, su Sina, Viet-Nam ha Laos) etre 1000 m ha 2500 m.
Disheñvel eo diouzh spesadoù all ar genad Mustela gant he roudenn arc'hant a red eus he fenn betek penn he lost hag ur roudenn velen war he c'hof. Gell eo he blevenn, un tamm sklaeroc'h war he fenn a-wechoù.
Noazh eo tu-dindan he favioù ha berr ha blevek eo he lost. Ar gaerell roudennek a vuzul war-dro 285 mm gant ul lost 152 mm.