John
Eus Wikipedia
John eo an anv-badez saoznek stankañ, betek hon amzer, savet diwar an anv biblek Johannes, stumm gregach un anv hebreek a orin, ha kar d'an anv-badez brezhonek Yann.
Taolenn |
[kemmañ] Stummoù all
- Joan, Joanna, Jane eo ar furmoù gwregel
- Johnny ha Jack, eo ar stummoù bihanaat.
- Jack, a veze graet eus John Fitzgerald Kennedy, bet prezidant SUA gant e dud
[kemmañ] Tud brudet
Evel ma'z eo an anv saoznek stankañ ne vo ket graet ul listenn eus an dud en anv-se. Menegomp memestra:
- ar roue saoz brudet, John Lackland, anvet ivez Yann Dizouar e brezhoneg, ar roue John nemetañ en istor ar Saozon,
- John Fitzgerald Kennedy, bet prezidant SUA, muntret,
- John Lennon, kaner ar stollad sonerezh poblek saoz The Beatles, muntret.
[kemmañ] Anv-tiegezh
Diwar an anv-badez John eo bet savet an anv-tiegezh Jones, stankoc'h e Kembre eget e lec'h all.
Johns zo anavezet ivez, ha Johnson.
[kemmañ] Lesanv
Diwar John eo bet savet Johnny, hag al lesanv Johnnied, pe Jonied graet eus ar Vretoned a werzhe ognon, poent zo bet, e Bro-Saoz.
[kemmañ] Pennadoù kar
hag ivez: