Mont d’an endalc’had

Istor ar rock 'n' roll

Eus Wikipedia

Ar sonerezh rock adalek ar bloavezhioù 1950 betek hiziv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bloavezhioù 1950

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dro-lavar "Rock'n'Roll" a voe implijet evit ar wech kentañ er radio, e-pad un abadenn anvet "Moondog's Rock and Roll Party". Gant donedigezh Bill Haley ha dreist-holl hini Elvis Presley e oa deuet da vezañ ar rock rockabilly, ur meskaj etre ar Rythm'n'Blues savet gant an Afro-Amerikaned hag ar sonerezh country; ha deuet e oa da vezañ brudet er bed a-bezh. Elvis a voe ganet e 1935 er Mississippi. En ur adkemer "That's Alright Mama", en doa feuket an Amerika puritan. Mervel a reas e 1977, gant un taol-gwad ha drammet gant louzeier. Ar rock en deus bet un tonkadur: an diskar goude ar gloar. Buddy Holly, Jerry Lee Lewis, Eddie Cochran ha Gene Vincent a oa brudet ivez. Hag arabat disoñjal Bill Haley, rak eñ en doa kanet tub kentañ ar rock: "Rock Around the Clock". E fin ar bloavezhioù 1950, e krogas Alan Cochevelou (Alan Stivell) da soñjal en ur rock breizhek.

Ar bloavezhioù 1960

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E fin ar bloavezhioù 1950 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 o doa strolladoù rock'n'roll skrivet kanaouennoù siouloc'h ha tostoc'h ouzh ar sonerezh pop; The Everly Brothers: "All I have to Do Is Dream" (1958), ar rock'n'roll Beat gant Weather Temptations: "Ouh! Ah! Temptations!" (1959), Johnny Burnette: "Johnny" ha "You're Sixteen" (skrivet gant ar Vreudeur Shermann) (1960), Del Shannon: "Runaway" (1961), Brian Hyland: "Sealed With A Kiss" (1962), Lee Dorsey: "Ya Ya" (1962), h.a. Kanaouennoù rock'n'roll a oa ral met klevet e vezent memestra. "Oh! Pretty Woman!" (1964) gant Roy Orbison ha "Wooly Bully" gant Sam the Sham and the Pharaohs. Tamm-ha-tamm e voe ijinet ar gitar-boud tredan, kemeret plas ar gourrebed ha dispartiet eo al labour etre daou c'hitar: an hini kentañ a son al luskhag an eil ar c'horus. Ar "rock saoz" - evel ma vez graet eus se e Bro-C'hall - a oa pell eus ar strolladoù amerikan; ijinet o deus o stil, ha n'int ket ken levezonet (estreget ar Rolling Stones hag a zo bet levezonet gant an Ao. Elvis) E Liverpool, The Beatles, gant "Please Please Me" e 1963, ha dreist-holl "Love Me Do" o deus ijinet ur stil ken bras hag hini ar rock: ar sonerezh pop.

Ar bloavezhioù 1970

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Awenet gant Elvis, e teuas The Rolling Stones da vezañ unan eus marvailhoù ar rock. Strolladoù all, evel The Who pe The Kinks a zispakas ur sonerezh mod ha The Animals ha The Yarbirds o deus ijinet ur blues rock saoz. Pinvidigezh soner an eil hanter eus en 20vet kantved he deus en em forset er bed a-bezh gant nerzh an talant saoz. Mard eo Elvis diazezer ar rock ha The Beatles diazezerien ar pop, eo chomet ar rock atav kanet e saozneg (The Stooges, Pixies, Nirvana, Sonic Youth...) Deuet eo Bob Dylan da vezañ kaner klemm ar rock. Ar bloaz war-lerc'h eo deuet ar rock da vezañ un doare da c'houlenn e frankiz. Strolladoù o deus c'hoariet ur roll pouezus e-pas ar prantad "hippie" : Jimi Hendrix, The Doors, Led Zeppelin.

Gant Pop-plinn Alan Stivell e 1971 eo ganet ar rock breizhek en ur stumm kemmesket gant ar sonerezh folk. Met buan en eus bet c'hoant eñ lañs ur gwir Rock (hep levezon hengounel) gant Brezhoneg 'raok en e albom Chemins de Terre (1973) evit diskouez un hent posupl: ar rock e brezhoneg.

D'ar 4 a viz Even 1979 e Manchester, avat, e voe ganet da vat ar rock. Reiña reas The Sex Pistols ur sonadeg dirak rummad kentañ ar rock, gant God Save the Queen. New York Dolls, Ramones ha The Clash o deus bet ivez o flas e-barzh an istor, en ur gemer plas e New York, er CBGB. Buan eo deuet ar mellad rock da vezañ elbiker gant kanaouennoù evel "Anarchy in the UK" hag ar c'hentañ kemenn deuet er-maez eo : "N'eus ket ezhomm da c'houzout ober sonerezh evit bezañ punk".

Ar bloavezhioù 1980

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strolladoù deuet war-lerc'h ar mellad-se eo Black Flag, Bad Brains, Dinosaur Jr, Nirvana, Sonic Youth, Queen ... O c'hoari e oa ar rock gant ur stil baskarez. Strolladoù dispar a oa o kanañ: Pixies, The Smiths, The Pogues, REM, The Fall, ... U2 en deus gounezet buan c'hoari er stadoù mell-droad. Ar metal oa ijinet gant ar strollad The Cure, dilhad ha fard du. Eus an tu all e oa ijinet an new wave gant ar strollad Duran Duran.

Ar bloavezhioù 1990

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar bloavezhioù 1990 e voe brudet Blur pe Oasis gant o sonerezh pop. Depeche Mode, Human League hag Eurythmics o deus ijinet ur stil farlotet hag a-zoare. Evit ar rock gall e chom dedennus Telephone, Indochine, Trust, Noir Désir.

Hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rock a-vremañ a brodu rock glam-nevez (Muse, Scissor Sisters, Arctic Monkeys,Franz Ferdinand ...), new-nevez ha gotek-nevez (Interpol, Placebo ...) The Kills pe The Libertines ha Babyshambles o deus prouet n'eo ket marv c'hoazh ar rock'n'roll.

Ar rock e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinet eo bet ar rock breizhek, pe rock brezhoneg, pe rock keltiek gant Alan Stivell. A-hed e bladennoù, enrollet en deus meur a ganaouenn rock; da skouer Ever, kaset da benn gant John Cale en albom " 1 Douar(1998), pe They en albom Explore' (2006). Ral eo ar strolladoù hag a son rock e Breizh. Ar strollad EV a gane e brezhoneg. Ur bern gitarourien a-zoare zo e Breizh evel Soig Siberil, Dan ar Braz ha Dom Duff. Met Breizh a chom ur vro hag a brodu muioc'h a sonerezh folk eget a sonerezh rock, ha se abaoe pell dija. Matmatah, Miossec, Yann Tiersen, Bernez Tangi, Storlok, Louis-Jacques Suignard, Pascal Lamour, Nolwenn Korbell zo Breizhiz. Klevet e vez rock er festoù-noz abaoe m'o doa kroget Sonerien Du d'en ober. Plantec, Ar Re Yaouank o deus ivez o flas er festoù-noz. Alies e vez kanet e brezhoneg gant ar strolladoù-se. Galleg pe gallaoueg a vez klevet a-wezhoù ivez, ha, raloc'h, saozneg.

Trevad ar rock

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rock n'eo ket ken ul luskad sonerezh abaoe kreiz ar bloavezhioù 1950. Er film "Graine de Violence" e vez klevet "Rock Around the Clock" gant Bill Haley, a ziskouez mat ar rebellion e-keñver an urzh diazezet, diaz sokial al lusk-se. Ar spered dispac'hel-se ganet gant ar rock zo chomet bev er bloavezhioù 1960 gant al luskad hippie ha c'hoazh e fin ar bloavezhioù 1970 gant al luskad punk. Ar roll-se a seblant bezañ bet adkemeret abaoe pemzek vloaz gant ar rap, met dre benn, ar rock n'en deus morse dizanavezet e wriziennoù. Ar sturienn anavezet-kenañ "Sex, Drugs and Rock'n'Roll" gant Ian Dury a zo un talig all eus an arouez dieub ha rebell eo ar rock (Born to be Wild). Gwechall e veze kontet ar bragoù blue jean evel dilhad labour, demokratelaet e voe gant al luskad rock. Ar c'hiz, a-fet dilhad pe troc'h-blev da skouer, a zo bet levezonet splann gant ar rock, abaoe pemp dek-vloaz. Estreget ar c'hiz a vez levezonet gant ar rock, an darn vrasañ eus en arzoù : sinema, livadurioù, lennegezh hag all. Oberennoù Andy Warhol da skouer. Hiziv an deiz, rock en deus kemeret ul lañs nevez goude un troc'h.