Arctic Monkeys

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Arctic Monkeys a zo ur strollad rock saoz brudet-bras e Bro-Saoz. Krouet e oa bet e Sheffield e 2001, p'o deus kroget ar sonerien da zeskiñ peb a venveg. Anavezet int bet da gentañ dre o lec'hienn war MySpace hag o singles kentañ - "I bet you look good on the dancefloor" zo bet #1 e Bro-Saoz. Ken bras e oa ar "buzz" en-dro dezho ma 'z eo bet o fladenn gentañ an hini a zo bet gwerzhet ar muiañ er sizhun gentañ, e miz Genver 2006

N'o deus ket gortozet pell a-raok embann en eil pladenn, en deus graet kement a berzh. Sellet e vez outo bremañ evel unan eus ar strolladoù pennañ e bed ar rock music, par da Oasis ha Radiohead dek vloaz zo



Pladennoù[kemmañ]

  • Whatever You Think I Am, That's What I'M Not (2006)
  • Favourite Worst Nightmare (2007)

Sonerien[kemmañ]

  • Alex Turner (gitar, kan)
  • Jamie Cook (gitar)
  • Matt Helders (taboulinoù)
  • Andy Nicholson (gitar bod betek 2006)
  • Nick O'Malley (gitar boud adalek 2006)