Trust

Eus Wikipedia
Trust
Trust en Hellfest e 2017.

Bro orin Bro-C'hall Bro-C'hall
Doare(où) hard rock
Bloavezhioù oberiant 19771985,
19881989,
19961997,
20062011,
abaoe 2016
Label(ioù) Mercury Records
Lec'hienn ofisiel Pajenn Facebook

Izili Bernie Bonvoisin
Norbert Krief
Ismalia Diop
David Jacob
Christian Dupuy
Izili bet er strollad Fredéric Guillemet
Nicko McBrain
Clive Burr (†)
Moho Chemlakh
Hervé Koster
Nirox John
Kevin Morris
Jean-Emile Hanela
Omar Ben El Mabrouk
Kamel B.
Christian Cheffeu
Raymond Manna
Yves Brusco
Farid Medjane
Franck Mantegari

Trust a zo ur strollad hard rock gall, bet krouet e 1977. Ar strollad rock gall nemetañ eo sur a-walc'h en deus bet graet kement a-berzh en tu-hont eus harzoù Bro-C'hall.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet ar strollad tro dro d'ar c'haner Bernie Bonvoisin ha d'ar gitarour Norbert Krief (graet Nono anezhañ). Niverus eo bet ar sonerien hag o deus kemeret perzh er strollad. Mennegomp en o-zouez David Jacob (Gitar boud) hag Yves Brusco (Gitar ha Gitar Boud). Un dek bennak a daboulinerien o deus sonet ganto, en o-zouez Nicko McBrain, tabouliner Iron Maiden adalek 1983

Politikel tre eo ar pozioù. An temoù a denn dreist holl eus ar gwaskerezh, ar polis, an diktatouriezh (soviedel pe reoù Suamerika...), ha sevel a raent a-enep d'ar vourc'hizien. Brud bras o deus bet en ur seniñ e penn-kentañ ar strollad AC/DC. O fladenn Répression, deuet er-maez e 1980 a chomo an hini brudetañ a-drugarez d'ar ganaouenn Antisocial

An disparti kentañ a c'hoarvezhas e 1985. Norbert Krief a yeas da seniñ gant Johnny Hallyday, ha Bernie Bonvoisin a broduas neuze e bladennoù solo dezhañ. Adsavet eo bet ar strollad evit ar wezh kentañ e 1988, a-raok dispartiañ a-nevez. Savet eo bet en-dro e 1996 betek 2000 hep kavout startijenn ar penn kentañ.

Bernie Bonvoisin a zo bremañ ur sevener filmoù, ha savet en deus tri film : Les Démons de Jésus (1997), Les grandes bouches (1999) ha Blanche (2002).

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Videoioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • A-live (dvd ha kasedig an droiad Insurrection dans l'Hexagone e 1997)

Liammoù liesseurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]