Bernie Bonvoisin

Eus Wikipedia

Bernie Bonvoisin a zo ur c'haner, ur sevener hag un oberour gall bet ganet d'an 9 a viz Gouere 1956.

Brudet eo bet a-drugarez d'ar strollad hard rock Trust. Politikel tre oa ar pozioù. An temoù a denne dreist holl eus ar gwaskerezh, ar polis, an diktatouriezh (soviedel pe reoù Su Amerika...), ha sevel a raent a-enep d'ar vourc'hizien. Tost tre oa Bernie Bonvoisin ouzh kaner AC/DC Bon Scott, ha savet en deus ur ganaouenn en enor e vignon pa varvas e 1981 tro Londrez (Ton Dernier Acte a gaver er bladenn "Marche ou Crève"). Dilezet en deus e vicher kaner evit dont da vezañ sevener filmoù gant e film kentañ Les Démons de Jésus.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pladennoù Trust a-bezh
  • 1986 Couleur Passion
  • 1988 En avoir ou pas
  • 1993 Étreinte dangereuse

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Vous êtes faites de peines étranges

Liammoù liesseurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]