Islavarenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen islavarenn (saoz.: clause) evit komz eus ur ger pe un heuliad gerioù ennañ peurliesañ ur rener hag ur prezegad

E yezhoù zo, anvet "yezhoù Amrenererel",e c'heller sevel islavarennoù hep rener ebet atav p e degouezhioù kevreadurezhel resis.

Disheñvel eo islavarennoù diouzh rannfrazennoù ervez ar yezhadur hengounel dre ma saver un islavarenn gant ur verb termen mui ar rener a glota gantañ keit ha ma gaver en ur rannfrazenn pe ur verb pe ur rener met n'o c'haver ket o-daou a-gevret, da skouer:

Frazenn gevrennek
"Ne ouien ket en doa redet ar c'hi a-dreuz an ti"
Islavarennoù
"Ne ouien ket"
"en doa redet ar c'hi a-dreuz an ti"
rannfrazennoù
"Ne ouien ket" (frazenn verb
"en doa redet" (frazenn verb)
"a-dreuz an ti" (frazenn araogennek)

N'eo ket ken stank all avat an diforc'h etre islavarennoù ha rannfrazennoù hervez ar yezhoniezh a-vremañ dre ma anzav ma c'heller sevel islavarennoù didermen, da lâret eo diazezet war ur verb didermen.

Rummataet e vez an islavarennoù evel islavarennoù emren (pe "pennlavarennoù") diouzh un tu hag islavarennoù stag diouzh an tu all hervez ma c'hellont bezañ implijet o-unan fenn hepmuiken evel frazennoù peurglok ha reizh hervez reolennoù kevreadurezhel yezhadur ar yezh-mañ'r-yezh pe get.


Gwelit ivez:[kemmañ]