Iriaterin Werner

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iraterin Werner
Iriatherina Werneri-Male group.jpg
'I. werneri
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhiad : Atheriniformes
Kerentiad : Melanotaeniidae
Genad : Iriatherina
Anv skiantel
'Iriatherina werneri
Weber & de Beaufort, 1922
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png
Pesk akwariom
Iriatherina werneri
[[Iriatherina Werneri-Yellow Finned Male.jpg|250px]]
Livadur
Añvioù latin arall {{{synonyme latin}}}
Añvioù boutin Iriaterin Werner
Orin Ginea Nevez
Aostralia
Ment 5 cm
Disheñvelder etre ar reizhoù Hiroc'h e viz angelloù-revr ar pared hag ur stuc'henn vras o-deus
Buhez 3 bloavezh
Mirerezh en Akwariom
Gwrezder an dour 25-29C
pH 6 - 7.5
Kaleter an dour 5-14
Boued holl
Kelc'hiad en akwariom kreiz hag uhel
Darempredusded peoc'hek
Akwariom bihanañ 60 cm
Diaesder 2
Crystal Clear app babelfish.png

Iraterin Werner a zo ur pesk dour dous eus kerentiad ar Melanotaenia, ar spesad nemeti er c'henad Iriatherina. E gavout a reer e Ginea Nevez etre ar stêrioù Fly ha Merauke hag en Aostralia er stêr Jardine er C'hab York.

Livadur[kemmañ]

Ur pesk bihan eo (war dro 5 cm) gant ur c'horf hir ha fin. Ar pared o deus angelloù-revr hir ha fin tre hag ur vras a stuc'henn a savont pa vezont o rutiñ. Gwenn int dreist holl met ur revr ruzart a zo gant ul lodenn anezho.

Annez[kemmañ]

Plijout a ra da iraterined Werner un dour a zo war-dro neutr (tro 7.0 e b/Ph) hag etre 24°C ha 28°C e demperatur. Stank e rank bezañ ar strudaj, gant kelc'hiadoù frank evit ma c'hellfe ar pesked neuial. En akwariom eo gwelloc'h d'o lakaat gant melanotaeniae arall.

Emzalc'h ha gouennadur[kemmañ]

Ur pesk-moudenn peoc'hek eo daoust ma c'hell ar pared bezañ tagus a-walc'h. Gouennañ a reont alies en akwariom. Dozviñ a reont er strudaj goude ur likaouerezh kreñv a savont ar piri o stuc'hennoù. Diglorañ a ra ar vioù goude 8-12 dezvezh hervez an temperatur. Bihan tre eo ar munuch ha gant ar gerent e vezont debret alies.


Liammoù diavaez[kemmañ]