Inkizision spagnol

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Inkizision spagnol, pe Ofis santel, pe Tribunal del Santo Oficio de la Inquisición e spagnoleg, a voe savet en 1478 gant ar Rouaned Katolik evit derc'hel ar feiz katolik en o rouantelezhioù. Ensavadurioù damheñvel a oa dija en Europa abaoe an XIIvet kantved, evel an Inkizision savet e Bro-C'hall e 1184. An Inkizision spagnol a oa rener gant ar rouaned war-eeun, ha padout a reas betek 1834, pa voe divodet gant ar rouanez Isabel II, daoust ma oa bet aprouet he diskar 22 vloaz a-raok, e 1812, gant ar brasañ niver e lezioù ( cortes) Cádiz.

Evel lez-varn Iliz, n'he doa an Inquisición da welout nemet gant kristenien badezet, hogen, dre ma ne oa tamm frankiz relijiel ebet a-hed hec'h istor, e rene war buhez an holl dud.