Illuyanka

Eus Wikipedia
Doue an oabl a lazh an aerouant Illuyanka. A-dreñv dezhañ emañ e vab Sarruma

Taolennet eo korf an naer gwidilus gant linennoù hag a wagenn, oute dremmoù tud o risklañ
Mirdi sevenadurioù Anatolia, Ankara, Turkia

E Mitologiezh an Hittited, Illuyanka a oa un aerouant e stumm un naer diskaret gant Tarhunt (dIM), stumm hittitat doue hurritat an oabl hag an arnev, Teshub. Anavezet eo a-drugarez d'an tablezennoù e skritur gennheñvel e hittiteg kavet e Çorum-Boğazköy, a oa anvet gwezhall Hattusha, kêrbenn an Hitited. The context is a ritual of the Hattian spring festival of Puruli.

Kavout a reer ar vojenn se e katalog an testennoù hittitek 321, a ro daou stumm anezhañ.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Illuyanka zo ur c'henstrollad anvioù moarvat, ennañ daou c'her a dalvez "naer", ar ger kentindezeuropek *illu- hag *ang(w)a-. Kavout a reer an div memes elfenn, lakaet war an tu gin, er ger latin anguilla "silienn". Kar eo ar ger *illu- d'ar saozneg eel (silienn), ar ger anka- d'ar sañskriteg ahi.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c'hentañ doare eus ar vojenn en em gann an daou zoue ha trec'h eo Illuyanka. Mont a ra neuze Teshub da welet an doueez Hattiat Inaras evit goulenn ganti he ali. Goude prometiñ he c'harantez d'un den marvel anvet Hupasiyas en eskemm eus e sikour e sav ur griped evit an aerouant. Degas a ra dezhañ boued hag evaj goet diouzh an druilh, hag atizañ anezhañ da evañ sof-kont. Ur wezh mezv ez eo staget an aerouant gant Hupasiyas war-bouez ur gordenn. Neuze e anad doue an oabl, Teshub, gant an doueed all hag e lazh an aerouant.

En eil doare eus ar vojenn, goude kann an daou zoue ha koll Teshub, Illuyanka a gemer daoulagad ha kalon an doue. A-benn en em veñjiñ diouzh an aerouant e timez doue an oabl, Teshub, gant an doueez Hebat, merc'h un den marvel anvet Arm. Ur mab o doa, Sarruma, a euredas merc'h an aerouant Illuyanka. Lavaret a reas an doue Teshub d'e vab goulenn e zaoulagad hag e galon evel donezon eured, hag hemañ a reas. Ur wezh m'en doe bet ez eas Teshub d'an aerouant Illuyanka adarre. D'ar mare m'emañ o vont da faezhañ an aerouant en em rent kont Sarruma eus an emgann ha kompren a ra eo bet implijet gant e dad. Goulenn a ra digant e dad kemer e vuhez digantañ war un dro gant hini Illuyanka, ha lazhañ a ra Teshub anezhe gant gant kurun, glav ha daredoù. Skeudennet eo ann doare-se eus ar vojenn war un izelvos eus Malatya (savet e 1050-850 kent J.-K.) a c'haller da welet e Mirdi sevenadurioù Anatolia en Ankara.


Displegadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Displeget e oa an testennoù hittitek e 1930 gant W. Porzig, a geñverias evit ar wezh kentañ emgann Teshub hag Illuyanka gant kann Zeus, doue an oabl, ha Tifon, an euzhvil heñvel ouzh un naer, danevellet e Bibliotheke ar Pseudo-Apollodoros (I.6.3). D'ar c'houlz-se, ar geñveriadenn etre mojennoù an Hittited hag ar C'hresianed ne oa ket degemeret gant kalz tud, rak ne oa ket bet digejet hag embannet c'hoazh, d'ar mare-se, ar vojenn hittitat a zanevell spazhadenn doue an neñv gant Kumarbi, tost d'ar vojenn c'hresian en un doare kalz sklaeroc'h.

Dornskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Katalog an testennoù hittitek 321 zo ennañ an tablezennoù da-heul[1]:

  • A. KBo III 7
  • B. KUB XVII 5
  • C. KUB XVII 6
  • D. KUB XII 66
  • E. KUB XXXVI 54
  • F. KBo XII 83
  • G. KBo XII 84, XIII 84
  • H. KBo XXII 99
  • J. KUB XXXVI 53

N'eus doare klok ebet eus ar vojenn. An hini glokañ eo an destenn A, enni 30 eus 36 rannbennad.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Porzig, W. "Illuyankas und Typhon", Kleinasiatische Forschung I.3 (1930) pp379-86.
  • Beckman, Gary. "The Anatolian Myth of Illuyanka," Journal of the Ancient Near Eastern Society 14 (1982) pp 11- 25.[1]
  • J. Katz, 'How to be a Dragon in Indo-European: Hittite illuyankas and its Linguistic and Cultural Congeners in Latin, Greek, and Germanic', in: Mír Curad. Studies in Honor of Calvert Watkins, ed. Jasanoff, Melchert, Oliver, Innsbruck 1998, 317–334.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Beckman 1982, p. 12