Hugh Laurie
| Hugh Laurie | |
|
Hugh Laurie e 2005.
|
|
|
|
|
| Ganedigezh | 11 a viz even 1959 |
|---|---|
| Broadelezh | Saoz |
| Micher(ioù) | aktour, skrivagner senario ha romantoù, produktour, sevener, krouer, soner ha kaner. |
| Pried(où) | Jo Green abaoe 1989 |
| Lec'hienn genrouedad | http://hughlaurieblues.com |
Hugh Laurie, ganet Hugh Calum Laurie, ganet d'an 11 a viz Even 1959 e Oxford a zo un aktour, skrivagner senario ha romantoù, produktour, sevener, krouer, soner ha kaner saoz.
Buhez ha yaouankiz [kemmañ]
Hugh Laurie a zo ganet ha bet savet e Oxford. Bet eo e Dragon School a-raok mont da skolaj Eton ha da Selwyn College e Cambridge, 'lec'h ma 'n eus studiet an arkeologiezh hag an atropologiezh. E dad Ran Laurie a 'n eus tapet ur vedalhenn aour e c'hoarioù olimpek hañv Londres e roeñv (1948). Hugh a reas roeñv ivez e-pad e studioù, peogwir e tapas perzh er redade Oxford-Cambridge (Cambridge a gollas ar bloavezh-se evit ur metrad hanter !). E-pad e vloavezh kentañ skol-veur, Laurie a gej gant an aktourezh saoz Emma Thompson. Degemeret eo goude e Cambridge Footlights, taol-lañs alies evit aktourien Saoz, evel John Cleese pe Tom Hollander. Pa voe kinniget gouel fin ar bloaz ar Footlights en digarez da Edinburgh Fringe Festival e 1980, e kej Laurie gant Stephen Fry hag e-pad e vloavezh diwezhañ studi, e 1981, et teu da vezañ presidant ar c'hlub (pa 'z eo Emma Thompson eil-presidantez).
Dimezet eo gant abaoe ar 16 a viz even 1989 gant Jo Green, mestrez ur c'hoariva. Tri bugel o deus, Charlie (1988), William (1991) ha Rebecca (1993).