The Simpsons

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Matt Groening
krouer The Simpsons

The Simpsons zo ur rummad tresadennoù-bev amerikan bet krouet gant Matt Groening e 1989. D'ar 17 a viz Kerzu 1989 e voe skignet evit ar wech kentañ, war ar rouedad Fox Broadcasting Company, hag e 1990 e Frañs war Canal +, war Frañs 3, M6 ha W9.
Lakaat a ra war-wel un tiegezh amerikan anvet « Simpson ». Melen eo kroc'hen pep tudenn eus an tiegezh, evel hini hogos pep tudenn er rummad. Izili an tiegezh eo Homer, an tad ; Marge, ar vamm ; Bart, ar mab hag ar bugel henañ ; Lisa, ar verc'h kentañ, ha Maggie, an eil merc'h. Homer, an tad, a vez gwelet alies evel tudenn bennañ ar re Simpson.
Adalek ar penn-kentañ en deus ar rummad The Simpsons gounezet kalz a brizioù, da lavaret eo 24 Primetime Emmy Awards, 26 Annie Awards hag ur Peabody Award. D'an 31 a viz Kerzu 1999, ar gelaouenn Time Magazine he deus diskouezet The Simpsons evel ar rummad-skinwel gwellañ en XXvet kantved.

An tudennoù[kemmañ]

An tiegezh Simpson

Ar re Simpson zo un tiegezh amerikan skouer o chom en ur gêr anvet Springfield. Homer, an tad, a labour e kreizenn nukleel ar c'horn-bro, ur vicher na glot ket gant e zoareoù dibled. Dimezet eo gant Marge, kliched dispar ar wreg hag ar vamm a labour er gêr. Tri bugel zo d'ar c'houblad : Bart, ur babouzeg 10 vloaz, Lisa, ur plac'h dreistdonezonet 8 vloaz, ha Maggie, ur babig na gomz tost gwech ebet. Ur c'hi zo ivez, anvet « Santa's Little Helper » ("Darbarerig an Tad Nedeleg") hag ur c'hazh anvet « Snowball » ("Kouign-erc'h"). Al loened-se a dalv kalz evit an tiegezh, ha perzhioù pouezus o deus bet e lod abadennoù.
Daoust d'an amzer tremen — gouelioù deiz-ha-bloaz, festoù, marv pe ganedigezh, euredoù pe zispartioù tudennoù 'zo, ne gosha morse an tudennoù ha mirout a reont an neuz o devoa e dibenn ar bloavezhioù 1980.
Techoù a vez implijet er rummad, ha kalz tudennoù o deus unan da nebeutañ, evel « D'ho ! » (Duh ! e saozneg), tro-lavar brudet-kenañ Homer, « Excellent ! » gant Charles Montgomery Burns, pe c'hoazh « HA-Haw! » goapaus Nelson Muntz. Kantadoù a eiltudennoù zo, evel ar gelennerien, mignoned ar familh pe c'hoazh un niver bras a dud vrudet hag anavezet forzh pegement hiziv an deiz. Tudennoù zo o chom e lec'hioù resis evel Moe, tavarnour muiañ-karet Homer, pe c'hoazh Karl ha Lenny, a zo o labourat gantañ er greizenn nukleel. Pep tudenn er rummad zo bet dibabet-mat evit derc'hel ur perzh a-ratozh e kêr Springfield.

An dodennoù[kemmañ]

Springfield eo bed tudennoù The Simpsons. Eno e vezont lakaet e diaesterioù gant ar gevredigezh a-vremañ. Neuze e vez bepred tu da Vatt Groening da ijinañ ur senario nevez evit pep skignadenn. Da skouer, dre m'emañ Homer o labourat er greizenn nukleel ez eus tu da zonaat dodenn an endro. Tu zo ivez da gomz diwar-benn an deskadurezh dre m'emañ Bart ha Lisa oc'h ober o studioù er skol, pe c'hoazh komz eus a bep seurt dodennoù all dre ma'z eus e Springfield kantvedoù a eiltudennoù o terc'hel perzhioù gant a bep seurt palioù disheñvel. Kavout a ra The Simpsons awen e daveoù sevenadurel gwirion evel ar sinema, ar skinwel, ar sonerezh, al lennegezh, ar skiantoù pe c'hoazh an istor.
Tu a vefe da grediñ ez eus eus The Simpsons un dresadenn-vev graet evit plijout d'ar vugale, met e gwirionez eo graet a-ratozh evit ober goap ouzh ar gevredigezh ma vevomp-holl hiziv an deiz, diouzh framm ar gevredigezh amerikan. Hevelep kemennadenn zo a-dreñv pep skignadenn, ken eeun ma c'hellfe bezañ. Daoust da gement-se e chom The Simpsons tresadennoù-bev graet evit lakaat an dud da c'hoarzhin ha da dremen amzer blijus.

An arlizh[kemmañ]

E-touez an traoù a ro e liv d'ar rummad eo ret menegiñ an arlizh a zo e penn-kentañ pep skignadenn. Kregiñ a ra gant ur zoum diwar an titl The Simpsons ha betek kêr Springfield. Goude-se e heuilh pep tudenn eus an tiegezh o tistreiñ unan-hag-unan d'ar gêr goude un devezh labour en hevelep koulz-amzer. Ur wech erruet er gêr en em stailh an tiegezh war ar gourvezvank dirak ar skinwel, hep en em saludiñ kenetrezo.
Gant David Silvermann e voe aozet an arlizh kentañ, ha Danny Elfman a grouas ar sonerezh goude bezañ bet galvet gant Matt Groening e 1989. Ar sonerezh klevet a vez bepred ar memes hini, ha derc'hel a ra ur roll talvoudus-kenañ er rummad. Hervez Danny Elfman e chomo ar ganaouenn-se, krouet dindan daou zevezh gantañ, an hini wellañ bet savet gantañ biskoazh. Pevar foent en arlizh a gemm alies ag abadenn da abadenn avat : skrivet e vez gant Bart frazennoù disheñvel war daolenn ar skol e-keñver an abadenn ; c'hoariet e vez ur solo saksell disheñvel gant Liza ; cheñch a ra ar pezh a vez skrivet war panell-skritellañ ar c'hef-enroller er stal hag evit echuiñ, cheñch a ra tost bepred gag ar gourvezvank.

Abadennoù a-ratozh evit Halloween[kemmañ]

Deuet eo an abadennoù a-ratozh evit Halloween da vezañ ur boaz. Matt Groening en deus savet abadennoù a-ratozh diwar-benn an euzh, ar moliac'h hag ar skiant-faltazi. Bep bloaz e vez skignet The Simpson's Horror Show da vare Halloween. E 1990 e voe skignet evit ar wech kentañ, e-kerzh ar c'houlzad 2. Biskoazh n'eo bet kemmet e vent, da lavaret eo teir abadennig e-lec'h unan ment reizh.

Bannoù-treset[kemmañ]

Bez' ez eus bet kalz bannoù-treset diwar-benn The Simpsons. E 1991 e voe embannet ar re gentañ, er gelaouenn Simpsons Illustrated. Plijet-bras e voe an dud, setu perak e tivizas Matt Groening e 1993 krouiñ an ti-embann Bongo Comics. Nav rummad bannoù-treset zo bet embannet gantañ betek-henn.

The Simpsons : ar film[kemmañ]

Ur film bevaat zo bet savet gant David Silverman ha Matt Groening, deuet er-maez d'ar 27 a viz Gouere 2007 er bed a-bezh. Er film eo saotret lenn Springfield gant Homer. Buan-kenañ e teu Springfield da vezañ kêr saotretañ ar Stadoù-Unanet. Abalamour da gement-se e tiviz ar gouarnamant lakaat ur volz-to vras war kêr Springfield ha lazhañ kemet den a zo dindani a-benn gwareziñ ar c'hêrioù all. Tec'hel kuit eus Springfield a ra an tiegezh Simpson, ha mont da Alaska da vevañ — met n'o deus ket ar re Simpson c'hoant da leuskel kêr Springfield da vezañ distrujet hag o mignoned da vezañ lazhet.