House

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo ar stirad.

House (House, M.D da gentañ hag House da c'houde) a zo un heuliadenn amerikan hag a gont buhez un ospital e Princeton-Plainsboro (New Jersey) ha dreist-holl troioù-kaer un doktor ispisial, an Dr. House. Krouet eo bet gant David Shore ha skignet eo abaoe ar 16 a viz Du 2004 war ar rouedad Fox. 156 tamm a zo enni, rannet e seizh koulzad, an hini diwezhañ skignet e Stadoù-Unanet Amerika abaoe miz Gwengolo 2010.

En dro d'an heuliadenn[kemmañ]

Gant Sherlock Holmes eo bet levezonet krouerien an heuliadenn.

Produet gant Paul Attanasio, Katie Jacobs ha Bryan Singer, an dudenn bennañ eo an doktour Gregory House, diazezet war Sherlock Holmes, ha c'hoariet gant an aktour saoz brudet-meurbet Hugh Laurie, loreet meur a wech abalamour d'e zoare da c'hoari en heuliadenn. House a zo e penn ur skipailh hag a vez o klask diskoulmañ kaout penn d'ur gudenn skiantel a denn da stad ur c'hlañvour bennak. E renerez, Lisa Cuddy (c'hoariet gant Lisa Edelstein) a glask kontrolliñ House hag e zoareoù... divoutin. Evit en ober eo sikouret gant mignon gwellañ an doktor, James Wilson (Robert Sean Leonard), mestr ar servij onkologiezh.

Skignet eo an heuliadenn e Stad C'hall abaoe ar c'hentañ a viz Meurzh 2006 war TF6 hag abaoe an 28 a viz C'hwevrer war TF1. E Belgia eo kroget abaoe ar 6 a viz Eost war RTL-TVI; e Kebek abaoe ar 4 a viz Ebrel 2007 hag e Suis abaoe ar 16 a viz Eost 2007 (kroget gant an daou damm diwezhañ eus ar c'houlziad 2.

"Dr House" a zo bet an heuliadenn sellet ar muiañ er bed e 2008. Meur a briz he deus resevet ivez, evel reoù ar Golden Globes pe Emmy Awards.

Sinopsis[kemmañ]

An doktour Gregory House a zo ur medisin ampart spontus (brudet da vezañ hini gwellañ ar bed) gant tuoù mizantrop, e penn ur skipailh medisined all en New Jersey. Drouk, sinik, eneplezennoù ha disokial, poan en deus en e c'har (pazoù kamm a ra) goude ur gwallzarvoud hag en feus troc'het red e gar. Kerzhout a ra gant ur flac'h ha drammet eo gant ar Vicodin, ul louzoù gant paracétamol hag hydrocodone, evit sioulaat e zroug, e-kerzh ar pemp koulziad kentañ (ur prosez en deus bet, ha mont da di ar re glañv e penn-kentañ ar c'houlziad 6).

Karget eo da bareañ tud hag o deus kleñvedoù pe kudennoù korfel divoutin, pa vez bet c'hwitet gant medisined all kavout un diskoulm. Allison Cameron (Jennifer Morrison, Robert Chase Jesse Spencer hag Eric Foreman (Omar Epps) a vez adkavet en tri frantad kentañ hag ur skipailh all a vez gwelet goude: Chris Taub (Peter Jacobson), Remy Hadley (Olivia Wilde) ha Lawrence Kutner (Kal Penn), memes ma talc'h House da gomz gant e skipailh kozh.

Alies e vez fumet gant e renerezh, mestrez an ospital hag ar Skol-Veur, Lisa Cuddy (amourous eo an doktor outi), gallout a ra kontañ war sikour e vignon gwellañ ha nemetañ, James Wilson.

Dibab an aktourien[kemmañ]

Ret eo bet da broduourien an heuliadenn mont betek Afrika evit kavout an aktour a felle dezho

Penaos eo deuet Laurie da vezañ House?[kemmañ]

E penn kentañ e felle d'ar broduourien kaout un aktour "So American!" evit c'hoari Greg House. Bryan Singer e penn, a lavaras ne selaoufe ket zoken un aktour ha na vefe ket amerikan er "c'hasting"... E-pad an amzer-se e oa Hugh Laurie e Namibia evit treiñ ar film Flight of the Phoenix. Bodet e voe ar skipailh evit selaou ouzh ar paotr bras (1,89m) en ul lec'h "didalvez"... Sal-dour ul leti, al lec'h nemetañ e-lec'h ma oa gouloù a-walc'h. C'hoari a reas Laurie war ar prim. Tapout a reas un disglavier da flac'h. Singer hag e re a voe sebezet gant c'hoari an aktour amerikan (erfin, ar pezh a soñje dezho), penaos e teue a-benn da aroueziñ Gregory House, un den ken fall. Ne gredas ket ar broduourien e oa Laurie saoz a-drugarez d'e bouez-mouezh dreist. Lavarout a reas e oa peogwir e "selle re ouzh ar skinwel ha re ouzh filmoù". Choazet e voe neuze evit dont da vezañ an doktour brudet gant an holl bremañ, daoust ma oa kalz a dud o 'n em ginnig.

Aktourien all[kemmañ]

Robert Sean Leonard n'en doa ket resevet ar skridoù digant ar CBS Show Numb3rs, evel evit House. Leonard en doa soñjet e oa un istor kind of cool (Plijus e doare ar re yaouank) ha divizet en doa klask tapout ar post. Koulskoude e kave e veze gwelet e dudenn re alies... Disklêriañ a reas d'al lec'hienn Entertainement Weekly (ew.com) er pennad A Summer away from House (Un hañvezh pell diouzh House) "Seul nebeutoc'h e labouran, seul eürusoc'h e vezan".

Bryan Singer a oa bet plijet kalz gant c'hoari Lisa Edelstein e-barzh The West Wing (e-lec'h ma c'hoari ur c'hast) ha setu e kasas dezhi ar skridoù. Ar vaouez a voe plijet gant ar skritur hag he doare "komz-digomz" gant House. Setu kavet an doktour Lisa Cuddy.

Gant e guzulier e voe aliet an aktour Aostralian Jesse Spencer da glask tapout tudenn an doktor Robert Chase. E penn kentañ e soñje dezhañ e vefe an Istor evel mil heuliadenn bet gwelet c'hoazh met buan e cheñchas ali. Goude ma voe bet tapet, e kendrec'has ar broduourien da cheñch e dudenn amerikan en aostralian, 'giz-se ne vefe ket ret dezhañ cheñch da vat e zoareoù. Patrick Dempsey ivez en deus klasket tizhout ar post, c'hwitet... Met en em adtapout a reas en un doare a-feson en ur zont da vezañ penndudenn an heuliadenn brudet-tre ivez Grey's Anatomy, an doktor Derek Shepherd.

Omar Epps, gantañ tudenn an Dr. Eric Foreman, a zo bet remerket evit bezañ tudenn ur stajiad iskis ha direnket e-barzh an heuliadenn hag en deus resevet ar muiañ a brizioù en Istor ar skinwel (23 Emmy Awards ha 123 ''Emmy nominations''). ERen anv.

Lavarout a ra Jennifer Morrison eo bet he c'hasting ur gwir c'hwitadenn... An dra-se a zo bet kadarnaet gant Bryan Singer... Met a-raok e oa bet gwelet ha n'eo ket bet barnet nemet war an arnodenn. Plijout a rae kalz da Singer ha dont a reas da vezañ an Dr Allison Cameron... Daoust da vezañ unan eus tudennoù karetañ ar publik ez a diwar-wel e kreiz ar c'houlziad 6.

E fin ar c'houlziad 3 e skarzhas House Chase ha dilezel a raint diouzh o fost Foreman hag Cameron. Ne voe raktreset da vat gant ar skrivagnerien met e-pad un nebeud troc'hadennoù e voe arnodennoù gant degadoù ha dagadoù ha dud, o fal labourat gant an diagnostiker brudetañ er bed, Gregory House. A-benn ar fin e voe choazet tri den gant House (ouzhpenn Foreman hag a zistro er skipailh): Lawrence Kutner (Kal Penn), Chris Taub (Peter Jacobson), ha Remy "Thirteen" Hadley (Olivia Wilde). An holl reoù a voe nac'het ne vezont ket gwelet ken da c'houde, war-bouez Amber Volakis (Anne Dudek, skarzhet er poent diwezhañ met miret en heuliadenn e-giz mignonez Wilson hag e-barzh huñvreoù House goude marv honnezh e fin ar c'houlziad pevar. Buan ez eas kuit tudenn Kutner, emlazhadeg en heuliadenn (ha dizispleg, ouzhpenn-se !) met gouzout a ouier e tapas an aktour ur post e burev ar ''White House'' evit ar pezh a sell ouzh an diorroadur publik hag an aferioù etregouarnamantel.

Penaos eo bet degemeret an heuliadenn gant ar sellerien[kemmañ]

Lisa Edelstein (amañ e 2007) a zo bet ur souezhadenn evit kalz a dud.

Mat-tre eo bet resevet House, M.D e bed ar skinwel pa voe kroget gant an heuliadenn. Lâret eo bet e oa ur dakenn sklêrijenn evit FOX, hag ez a muioc'h-mui war an tu "skinwel-gwirvoud" ("Télé-Réalité")... Matt Roush eus TV Guide en deus embannet eo "ul louzaouenn ral evit an dramaoù ospital". New York Daily New, gant e vuruteller David Bianculli a zisklêrias e oa an heuliadenn unan "a live uhel". The onion's "A.V. Club" diouzh e du, a soñj eo House an heuliadenn "droukañ (war an tu mat) abaoe 1996". John Leonard, a lavar eo "ur c'hontanamant" padal e lavar ar Boston Globe, gant Matthew Gilbert eo "divalav" ha "didalvez" pe c'hoazh "dister".

C'hoari Lisa Edelstein a zo bet saludet gant an holl. Met ar gwellañ a zo aet gant Gregory House. Tom Shales eus ar Washington Post a gomz diwar e benn evel "un dudenn a verko ar skinwel er bloavezhioù da zont". Pittsburgh Post-Gazette, gant Rob Owen a lavar, ha n'eo ket hep mousfent "sellet outañ en un doare truezus met nann digarezus". Keñveriet eo bet House gant tudennoù enklaskerien 'giz Nero Wolfe, Adrien Monk, Hercule Poirot pe c'hoazh Sherlock Holmes. Hugh Laurie a vez gourc'hemennet kalz ivez, gant Goodman eus The San Francisco Chronicle a lavar bezañ "souezhet war vat". Gabrielle Donnelly eus an Daily Mail a lavar ez a en un doare dreist Hugh Laurie e-barzh penn Gregory House.