Hetaira
En Hellaz kozh e veze graet hetaerae (ἑταῖραι, hetairai) eus merc'hed pe maouezed a gompagnunezh pe gisti.
Istor [kemmañ]
E kevredigezh Hellaz kozh e oa hetaerae hag ar re-se a oa maouezed dizalc'h, mestrezed war o feadra, a-wechoù pinvidik ha pouez dezho, o devoa da wiskañ dilhad diouzh o micher ha da baeañ tailhoù. Ar re uhelañ eus ar gisti e oant. Ne werzhent ket o c'horf pe o zroioù-micher ken alies. ἑταίρα / hetaíra a dalvez rik kement ha « kompagnunez ». Desket e oant, ha gouest d'ober kaoz gant tud a zeskadurezh, goude ma n'eus ket emglev etre an istorourien war gement-se.
Peurvuiañ e oant estrenezed, bet sklavezed alies, brudet e oant abalamour d'o ampartiz da zañsal pe da son, pe abalamour d'o c'horf. Desket e oant ivez, pa ne oa ket ar pep brasañ eus ar merc'hed. Ar merc'hed nemeto e oant a gemere perzh er symposia, ha selaouet e veze o alioù ha kredennoù gant ar wazed.
Kavet ez eus bet perzhioù heñvelik etre hetaera Hellaz ha Nadītu Babilon, Oiran Japan ha kisaeng Korea, dezho ur renk er gevredigezh etre gisti ha dudierien.
E-touez ar re vrudetañ ec'h anavezomp
- Rhodopis, kompagnunez breur Sapfo,
- Thargelia, un hetaira eus Ionia[1]
- Aspasia, kompagnunez ar politikour Perikles, brudetañ maouez ar Vvet kantved kent JK
- Teodote, kompagnunez Alkipiades
- Archeanassa kompagnunez Platon,
- Neaira, meneget gant Demostenes
- Frine, poltredet gant Praksiteles
- Leontion,
- Pythonikè, kompagnunez Harpale, teñzorer Alesant Veur
- Thaïs, ur serc'h da Alesant Veur da gentañ , da Ptolemy, jeneral gantañ ha roue Egipt da c'houde.
Darn a oa pinvidik-bras. Teodote zo bet deskrivet gant Xénophon evel ur vaouez gwisket gant dilhad koustus , dezhi un ti bras pinvidik ha sklaved niverus