Rodopis

Eus Wikipedia

Rodopis (Ῥοδῶπις) pe Rodope (e gregach : Ῥοδόπη / Rhodópê) pe marteze Doricha, a oa un hetaira e Gres, en Henamzer, er VIvet kantved kt JK. Genidik e oa eus Trakia[1]. Ne oa meneget nemet div hetaira gant Herodotos en e skridoù: Rodopis hag Arc'hidike[2].

Rodopis koant, orgedet ouzh Aisopos; engravadur gant Bartolozzi, e 1782, diwar labour Angelica Kauffman.

Serc'h e voe da Aisopos, a oa sklav evelti e lez Iadmon, roue Samos. Prenet e voe marteze gant Ksanthos, eus Samos ivez, ha kaset gantañ da Egipt, da Naokratis, ur gêr savet eno gant Gresianed Miletos. Ar faraon Amasis II a oa o ren neuze. E Naokratis e reas anaoudegezh gant C'haraksos, ur marc'hadour gresian, breur d'ar varzhez Sapfo, eus Mitilíni, en enez Lesbos. Hennezh a orgedas outi, hag a zasprenas anezhi digant he mestr, ha diwar neuze e voe dezhi an arc'hant a c'houneze en he micher. Sapfo a skrivas diwezhatoc'h ur varzhoneg ma tamalle da Rodopis laerezh madoù C'harakos.

Derc'hel a reas Rodopis da vevañ e Naukratis goude disklavañ, ha gouestlañ a rae un dekvedenn eus he gounidoù da dempl Delfi.

Ur 400 bloaz goude Herodotos, e skrivas Strabon e rae Sapfo un anv all eus Rodopis : "Doricha". Ha 200 vloaz war-lerc'h Strabon e skrivas Athenaeus e oa faziet Herodotos ha droukvesket en devoa div vaouez disheñvel. Marteze : "rodopis" a dalvez "divjod roz", marteze ul lesanv a vicher, met n'eus prouenn ebet e oa "Doricha" he gwir anv.

Hervez ur vojenn e Gres he dije Rodopis paeet sevel an trede piramidenn. Klask a ra Herodotos dizarbennn ar vojenn met kontet e veze c'hoazh en amzer Plinius an Henañ .

Un doare all zo kontet gant Diodorus Siculus ha Strabon : gant serc'heien Rodopis e voe savet ar biramidenn, d'ober ur bez dezhi. Ur vojenn n'eo ken, ha displeget ez eus bet diwar betra e oa bet savet, gant Georg Zoega ha Christian Charles Josias Bunsen. Droukvesk zo bet etre an anv Rodopis ha hini Nitokris, rouanez Egipt, a gaver hec'h anv e meur a vojenn, hag a zo kontet gant Julius Africanus hag Eusebius Caesarea da vezañ savet an trede piramidenn .

En ur vojenn all kontet gant Strabon ha Claudius Aelianus e oa deuet Rodopis da vezañ rouanez Egipt, ha kement-se a ro da soñjal kreñvoc'h c'hoazh ez eus droukvesk moarvat gant Nitokris. Hag un deiz pa oa Rodopis o kouronkañ e Naucratis, e teuas un erer da gemer unan eus he sandalennoù, ha kuit an evn bras ganti, ha d'he lezel da gouezhañ war barlenn ar faraon Psamtik II, a oa o rentañ ar justis e Memfis. Batet e voe gant ar sandalenn vrav ha lakaat a reas klask perc'hennez ar sandalenn ha pa gavas anezhi e kemeras anezhi da bried ha da rouanez. Ha setu aze koshañ doare ar gontadenn anavezet evel Luduennig.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. William Smith, ed. "Rhodopis" en Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology (1870), vol. 1, p. 268.
  2. Laura McClure. Courtesans at Table: Gender and Greek Literary Culture in Athenaus. London, 2003. Page 12