Fryne
Fryne (Φρύνη / Phrýnê e gregach, da lavarout eo "touseg", ul lesanv moarvat) a oa un hetaira brudet en Hellaz kozh er IVvet kantved, ha serc'h da dud uhel pe brudet evel ar c'hizeller Praksiteles, a reas meur a zelwenn diwarni, ha dreist-holl Afrodite Knidos (hervez Athenaios ha Plinius an Henañ ), pe al livour Apelles, a livas anezhi evel Afrodite Anadyomene .
Brudet e oa da ober he friz diouzh pegement e plije ar gwaz dezhi.
Taolenn |
[kemmañ] He buhez
Mnesarete (Μνησαρετή e gregach, "vertuz eñvoret") e oa he gwir anv. Abalamour da liv melen he dremm eo e veze graet Fryne anezhi, un anv a veze roet da verc'hed all eus ar vicher. E Thespiae e Boeotia e oa ganet met aet e oa da Aten da chom, ha da vout hetaira. Ker-euzhus e oa he friz: hervez ar barzh Mac'hon[3] e c'houlenne ur vaengleuz evit un nozvezh.
Kement a binvidigezh a zastumas gant he c'hened ma kinnigas adsevel mogerioù Tebai a oa bet distrujet gant Aleksandr Veur (e 336 kent JK), gant ma vije skrivet warne ar gerioù "distrujet gant Aleksandr , adsavet gant Fryne an hetaira". Nac'het e voe kement-se gant pennoù ar geoded.
[kemmañ] He brud
Brudet e oa he c'hened ken e oa. Da vare gouelioù Poseidon en Eleusis e tiwiskas he dilhad hag e kerzhas en he noazh betek ar mor dirak an dud .
Gant an istor-se eo e voe awenet al livour Apelles pa livas e Afrodite Anadyomene a vije bet Fryne patrom dezhañ, hag oberennoù arzel all eus ar mare a vije bet savet c'hoazh hervez he fatrom.
Hervez tud zo ivez e vije-hi an hini a oa bet patrom an delwenn Afrodite Knidos, benet gant Praksiteles.
[kemmañ] Prosez
Tamallet e voe dezhi disakrañ kevrinoù Eleusis. Prosez a voe, ha difennet e voe gant unan eus he serc'heged, ar prezegour Hypereides. Pa hañvalas edo o vont da goll e tirogas an alvokad sae Frine ha dispakañ he brennid, ma voe bamet ar varnerien ha lezet ar vaouez digastiz. Douget e voe neuze gant engroez he mignoned betek templ Afrodite.
Hervez un doare all e tiwiskas hec'h-unan . N'eo ket abalamour ma voe bamet ar varnerien gant kened ar vaouez noazh eo e c'hounezas ar prosez, met dre ma veze gwelet kened ar c'horf evel ur merk eus bennozh an doueed gant Hellaziz an amzerioù-hont.
Un delwenn anezhi, savet gant Praksiteles, a oa en un templ e Thespiae, kichen-ha-kichen gant delwenn Afrodite, diwar zorn Praksiteles ivez. Pa c'houlennad roue Lidia kousket ganti e lavaras dezhañ ur priz ker-euzhus, abalamour ma rae fae warnañ. Koulskoude en devoa kement a c'hoant anezhi ma paeas ar priz goulennet, hag en em roas dezhañ. Goude-se e voe savet tailhoù nevez gant ar roue evit adkavout an arc'hant.
Ur wech all en em roas d'ar prederour Diogenes Sinope evit netra dre ma kare-hi he speredegezh. Ha kontet eo gant Diogenes Laertius an drovezh ma roas Fryne bec'h da vertuz ar prederour all Ksenokrates.[1]
Hervez Elien [6] e vije bet savet, war ur golonenn e Delfi, un delwenn aour da Frine. Gouez da Atheneus [7] e vije bet kizellet gant Praksiteles ha skrivet warni « Frine, merc'h Epikles eus Tespia ».
[kemmañ] Fryne en arz
Kalz diwezhatoc'h e voe awenet al livour gall Jean-Léon Gérôme gant an istor pa livas Phryné devant l'Areopage e 1861).
El lennegezh e voe awenet gant he brud hag he c'hened tud evel Charles Baudelaire, en e varzhonegoù Lesbos ha La beauté, pe Rainer Maria Rilke, en e varzhoneg Die Flamingos.
[kemmañ] Notenn
- ↑ Diogenes Laertius'The Lives and Opinions of Eminent Philosophers Book IV [1]