Hent-houarn kozh Kemper Douarnenez

Eus Wikipedia
Linenn hent-houarn
Kemper – Douarnenez
Ti-gar Douarnenez-Treboull e 1914
Riez Breizh Breizh
Kêrioù KemperDouarnenez
Istor
Digoradur 1894
Klozadur 1988
Korvoerien
Spisverkoù teknikel
Niv. ofisiel 478000
Hirder 23,5 km
Treuz Boutin (1,435 m)
Tredan Ket
Forzhioù 1
Naou serzhañ 20 ‰ [n 1]
Tremenerezh
Perc'henn Departamant Penn-ar-Bed
Tremenerezh Hent glas (kerzherien, marc'hhouarnerien)

  1. 20 metr dre gilometr.

Ul linenn hent-houarn a oa etre Kemper ha Douarnenez. Ne oa ket ul linenn hent-houarn strizh 1 metr he zreuz evel ar braz eus linennoù aRouedad Breizh, met ne oa ket tredanaet. An niverenn 478 000 eo en anvadur Réseau ferré de France (RFF).

Bloaziadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1863 ec'h erruas an tren e Kemper. E 1878 e voe divizet astenn al linenn betek Douarnenez hag e 1882 e voe kroget gant al labourioù.

Er bloaz 1884 e voe digoret al linenn. An tren a rae 3 beaj bemdez, war-dro 1 eurvezh e pade ar veaj, gant un ehan e ti-gar Gwengad hag unan all e hini Ar Yeuc'h.

E 1972 e voe erlerc'hiet ul linenn kirri-boutin ouzh al linenn hent-houarn evit ar veajourien. Kendalc'het e oa bet gant trenioù-marc’hadourezh, gant danvezioù eus ar mor, ar greanterezh hag ar gounezerezh.

E-kerzh ar bloavezhioù 1970 e oa digresket a-galz an niver a zanvezioù kaset evel-se ; e 1988 neuze e reas an tren e veaj diwezhañ.

Goude klozadur al linenn gant an SNCF e voe prenet e 1995 gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit ober un hent glas, eleze un hent evit an dud war droad pe war varc'houarn, berzet d'ar c'harbedoù-tan.

Tres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • PK = Poent Kilometrek, an hed adalek porzh-houarn Kemper.
Ehan Kemper Gwengad Ar Yeuc'h Douarnenez-Treboull
PK 0 11 16,2 23,5


Porched hentoù-houarn Breizh
Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh.
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.