Heinrich von Preußen (1726-1802)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Heinrich von Preußen zo ivez.
Heinrich von Preußen, poltredet gant Johann Heinrich Tischbein an Henañ, 1769

Heinrich von Preußen (1726–1802) pe Heinrich Prusia, pe Herri Prusia, a oa ur jeneral prusian, mab da Friedrich Wilhelm Iañ, roue Prusia, ha da Sophie Dorothea von Hannover, ha dre-se breur da Frederig II Prusia (1712–1786), a renas war-lerc'h o zad.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa e Berlin, hag eñ 13vet bugel ar roue-soudard. En 1740 ne oa nemet 14 vloaz, pa voe anvet da goronal gant e vreur.

E 1752 e timezas e Charlottenburg da Wilhelmine von Hessen-Kassel (1726-1808). Bevañ a raent e Rheinsberg, profet dezho gant ar roue. Bugel ebet n'o doe. Heinrich a oa breur muiañ karet Friedrich, war-lerc'h o c'hoar henañ Wilhelmine, hogen bec'h a savas etrezo meur a wech. N'en doa ket fiziañs Heinrich en ampartiz e vreur bras war ar brezeliañ na war e bolitikerezh diavaez. En 1753 ec'h embannas e eñvorennoù, sinet « maréchal Gessler ».

E 1786, pa oa 60 vloaz, e voe kaoz ur predig d'e gas da vout anvet da roue pe da brezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Taolioù kaer ar soudard[kemmañ]

Pa darzhas ar Brezel Seizh Vloaz en 1756 edo Heinrich e penn ur vrigadenn ac'h argadas Priñselezh Saks. D'ar 16 a viz C'hwevrer 1757 e voe anvet da letanant jeneral. A-bouez e voe e berzh en emgann Praha, ur marzh d'ar soudarded hag ofisourien.

Goude bout faezhet en emgann Kolin, e kemeras penn ar giladeg gant ar feldmarschall James Keith. En emgann Rossbach, d'ar 5 a viz Du 1757, edo Heinrich e penn soudarded an askellad dehoù a reas an argadenn a gasas d'an trec'h. Gloazet e voe avat, ma rankas chom ur pennad e Leipzig da zigleñvel betek nevez-amzer 1758. Goude pareet e voe kaset da gemer penn ur rejimant da Saks. Ken brav e c'hoarias ouzh ar C'hallaoued ma kemeras dugelezh Braunschweig-Luneburg. Argadiñ a reas arme an impalaer santel ha trec'h e voe warni war lez ar stêr Main, en 1759.

En emgann Kunersdorf, d'an 12 a viz Eost goude bout trec'h war un askellad eus armeoù unanet Aostria ha Rusia, ec'h aspedas Heinrich e vreur Friedrich II da baouez gant an emgann, met ar roue en devoa kaset keloù da Verlin e oa deuet an trec'h gant Prusia, hag a c'hourc'hemennas mont d'an emgann. A-benn ar fin eo an armeoù unanet a voe trec'h war arme Prusia, ken en em gavas ar vro hep difenn ken. Eñ an hini a voe karget da aozañ ar faezhadenn, ha diwar neuze e fizias Frederig ennañ da gas arme Prusia d'an emgann war talbenn ar reter. Ha mat e reas rak emgann ebet ne gollas ken e vreur. Trec'h e voe war ur bagad aostrian en emgann Hoyerswerda, e Gwengolo 1759, hag unan all e Pretzsch (Elbe) e miz Here.

En 1760 edo e penn ur c'horfarme a 36 000 soudard en Silezia, karget da zerc'hel penn ouzh ar Rused ha da eveshaat ar stêr Oder.

Daoust ma oa ar bihanañ niver gant arme Prusia e teuas a-benn da zerc'hel a-enep ar Rused, a zieubas Breslau a oa gronnet gant arme Aostria.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.