Charlottenburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur ar c'harter en arondisamant

Charlottenburg a zo ur c'harter eus Berlin, en arondisamant Charlottenburg-Wilmersdorf. Brudet eo abalamour da Kastell Charlottenburg a zo ennañ. 300 vloaz kêr Charlottenburg a zo bet lidet e 2005.

Charlottenburg a oa unan eus ar seizh kêr distag a voe kendeuzet e Berlin Vras (Groß-Berlin), ha neuze e teuas da vezañ unan eus pastelloù-bro ar gêr-se. Er marevezh ma oa rannet kêr Berlin edo Charlottenburg en tu kornôk.

Da vare adreizhadenn 2001 e voe kendeuzet Charlottenburg gant pastell-vro Wilmersdorf evit aozañ unan eus 12 karter (bezirk) Berlin.

Tiriad Charlottenburg a zo rannet e tri c'harter : Charlottenburg, Charlottenburg-Nord ha Westend.

Gerdarzh[kemmañ]

Savet eo anv Charlottenburg diwar anv ar rouanez Sophia Charlotte (1668-1705).