Falanouk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Falanouk
Csz77048 pr.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Eupleridae
Iskerentiad : Euplerinae
Genad : Eupleres
Anv skiantel
Eupleres goudotii
Doyère, 1835
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png


Ar falanouk (Eupleres goudotii) a zo ur c'higdebrer eus kerentiad an Eupleridae a vev e Madagaskar hepken.

Gant e gendirvi, ar fanaloka hag ar fosa, eo an ezel nemetañ eus an iskerentiad Euplerinae. N'eus gwagrenn fraezhel ebet gantañ ha ne c'hell ket kuzhat e skilfoù. Divellkeineged ha buzhug a zebr dreist-holl ha dibar eo e zent abalamour d'ar reol-boued-se : kompez eo e zent-lagad hag e rakkildent.

Bevañ a ra en e-unan er c'hoadegoù glaviek eus kreiz ha gwalarn ar vro. Un aneval-noz eo. Diouzh an deiz e kousk e-barzh toulloù pe douarennoù bihan. Muzuliañ a ra war-dro 50 cm gant ul lost 24 cm ha tennañ a ra d'ur vibinell. Gell eo e vlevenn.

En arvar emañ ar falanouk en abeg da zistruj e lec'h-annez ha d'e breizhataerien.

Ar spesad nemetañ eo er genad Eupleres.

Isspesadoù[kemmañ]

Bez' ez eus daou isspesad :

  • Eupleres goudotii goudotii a vev e reter ar vro
  • Eupleres goudotii major a vev e kornôg ar vro

Liammoù diavaez[kemmañ]

Ar falanouk war lioncrusher.com

Ar falanouk war Animal Diversity Web