Fanaloka

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fanaloka
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Eupleridae
Iskerentiad : Euplerinae
Genad : Fossa
Anv skiantel
Fossa fossana
(Müller, 1776)
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png


Ar fanaloka (Fossa fossana) a zo ur c'higdebrer eus kerentiad an Eupleridae a vev e Madagaskar.

Ur bronneg bihan eo. Muzuliañ a ra 47 cm gant ul lost 20 cm ha pouezañ a ra 2.5 kg. Tennañ a ra d'ul louarn bihan. Gell-gris eo e vlevenn gant roudennoù du a ya eus e lost betek e benn. Gwalennoù du zo tro-dro d'e lost. Berr ha moan-tre eo e bavioù met n'ouzer ket hag en deus skilfoù kuzh pe get.

Kavout a reer ar fanaloka e koadegoù klouar Madagaskar. Un aneval-noz eo met n'ouzer ket hag e vev e-unan pe e koubladoù. Debriñ a ra bronneged bihan, amprevaned ha vioù.

Gouennañ a ra etre mizioù Eost ha Gwengolo ha genel a ra ar parezed ur c'holen goude un dougen tri miz.

N'ouzer ket hag emañ ar fanaloka en arvar da vont da get. Ral eo avat ha war listenn ruz an IUCN emañ.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Annez

(en) Ar fanaloka war lioncrusher.com

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all