Fosa
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Eupleridae | ||||
| Iskerentiad : | Euplerinae | ||||
| Genad : | Cryptoprocta | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Cryptoprocta ferox Bennett, 1833 |
|||||
|
|||||
Ar fosa (Cryptoprocta ferox) zo ur bronneg kigdebrer na vev nemet e Madagaskar. Kigdebrer brasañ an enezenn eo. Heñvel eo ouzh ur meskaj etre ur c'hi hag ur c'hazh met ur c'har d'ar vibinell eo.
Taolenn |
Deskrivadur [kemmañ]
Muzuliañ a ra ar pared etre 75 ha 80 cm gant ul lost 70 - 90 cm. Pouezañ a reont etre 6 ha 10 kg. Bihanoc'h eo ar parezed (65 - 70 cm evit 5-7 kg).
Un aneval gwevn-tre eo ar fosa. Gallout a ra lammat eus ur wezenn d'eben evel ur gwiñver. Keñveriet e vez alies ouzh al loupard koumoulek, ur c'hazh heñvel e vent a vev e gevred Azia.
Emzalc'h [kemmañ]
Krediñ a raed gwechall e oa ar fosa un aneval-noz met war a seblant eo oberiant diouzh an deiz ivez. Bevañ a ra e koadegoù klouar Madagaskar. Al lec'h gwellañ evit gwelet unan eo ar goadeg Kirindi, 70 km eus Morondava.
Da bevar bloaz e tizh ar fosa e oad-gour ha gallout a ra bevañ ugent vloaz er mirlec'hioù.
Debriñ a ra pesked hag evned met e breizh pennañ eo al lemured. Unan eus ar preizherien pennañ eus Madagaskar eo met ne chase ket ar saout nag an dud er c'hontrol eus ar pezh a lâr ar mojennoù lec'hel.
Bez' e oa gwechall ur spesad brasoc'h (Cryptoprocta spelea) a oa a-vent gant un oselo. Krediñ a reer e hemolc'he al lemured bras a veve en enezenn kent donedigezh an dud.
Mirerezh [kemmañ]
E Madagaskar hepken e kaver fosaed. Ne vanfe nemet 2.500 anezho ha war zigresk eo aet o niver abalamour da zistruj o annez.
Liammoù diavaez [kemmañ]
Ar fosa war Animal Diversity Web