Delta (stêr)
Delta ur stêr zo un dachenn douar etre penn ar stêr-se hag ar mor (pe ul lenn) m’eo rannet dourioù ar stêr etre meur a vrec’h. Un dachenn blat eo hag abalamour da se n’eus ket kalz a gas gant an dour. Chom a ra lec’hid ha meinadoù all da ouelezenniñ e naoz an aber ha rankout a ra an dour neuze kavout hentoù all da vont betek ar mor.
Dont a ra an anv eus hini al lizherenn c’hresianek delta, abalamour ma vez stumm un tric'horn gant delta gant al lizherenn-se, pa vez skrivet bras. Implijet e voe an anv delta, da gentañ, evit ober anv eus genoù an Nil, a oa ar stumm-se gantañ.
Un nebeud deltaoù bras (gant o gorread):
| Stêr | Bro | Gorread |
|---|---|---|
| Ganga-Brahmaputra | Bangladesh | 59 600 km² |
| Mekong | Vietnam | 50 000 km² |
| Niger | Nigeria | 36 300 km² |
| Volga | Rusia | 27 224 km² |
| Mississippi | Stadoù Unanet | 26 200 km² |
| Lena | Rusia | 25 900 km² |
| Orinoko | Venezuela | 24 600 km² |
| Nil | Ejipt | 20 200 km² |
| Danav | Roumania | 4 152 km² |
-
Delta an Nil, gwelet eus ul loarell (Photo courtesy of NASA)
-
Delta war aod mervent Greunland, e-kichen Narsarsuaq
-
Delta ar stêr Ganga en India hag e Bangladesh zo unan eus ar re strujusañ er bed
Liammoù diavaez [kemmañ]