Cornovii ar Midlands

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Pobloù brezhon all a oa anvet Cornovii ivez.
Bro Cornovii ar Midlands
Bro Cornovii kreiz Enez Vreizh

Cornovii zo anv ur bobl vrezhon en Enez Vreizh er reter da Gembre. Ganto eo e voe savet rouantelezh Powys.

O douaroù a oa e kontelezhioù saoz a-vremañ Cheshire, Shropshire, hanternoz Staffordshire ha hanternoz Herefordshire ha reter kontelezh Powys e Kembre.

Kêrioù[kemmañ]

A-raok amzer ar Romaned e oa o c'hêr-benn war un duchenn anvet bremañ The Wrekin. Daou anv kêrioù zo roet gant Klaudios Ptolemaios, douaroniour meur an IIvet kantved:

  • Deva Victrix (Chester),
  • Viroconium Cornoviorum (Wroxeter), a zeuas da vout o c'hêrbenn en amzer ar Romaned.