Cheshire
| Cheshire | |
|---|---|
|
Banniel Cheshire
|
|
| Kêr-benn | Chester |
| Gorread | 2,343 km² |
| Poblañs | 1,006,100 |
| Stankted ar boblañs | 429 annezad/km² |
| Distrigoù | |
Cheshire ( pe Kontelezh Chester hervez an anv kozh, pe Swydd Gaer pe Sir Gaer e kembraeg ), zo ur gontelezh eus gwalarn Bro-Saoz, stok ouzh hanternoz Kembre, e Breizh-Veur,
[kemmañ] Kêrioù
Chester (Caer e kembraeg) eo pennlec'h ar gontelezh, met Warrington eo ar gêr vrasañ.
[kemmañ] Douaroniezh
En hanternoz dezhi emañ Merseyside ha Greater Manchester, Derbyshire er reter, Staffordshire ha Shropshire er c'hreisteiz, Sir y Fflint ha Wrexham e Kembre er c'hornôg.
D'ar 1añ Ebrel 1998 e voe disrannet Warrington ha Halton diouzh ar gontelezh amaezel, ha dont a rejont neuze da vezañ Amaezerezhioù unvan.
Rannet e voe neuze ar gontelezh amaezel miret etre 6 distrig, adaozet d'ar 1añ Ebrel 2009 : kendeuzet e voe Hellesmere Port ha Neston, Distrig Chester ha Vale Royal da sevel a-gevret Kornôg Cheshire ha Chester pa voe diouzh o zu Crewe ha Nantwich, Congleton ha Macclefield kendeuzet da sevel a-gevret Reter Cheshire. Ur gontelezh lidel hepken a chom, pa voe freuzet kontelezh amaezel Cheshire.
