Charles Lucien Bonaparte

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Charles Lucien Bonaparte.

Charles Lucien Bonaparte pe Charles Lucien Jules Laurent Bonaparte (1803 e Pariz -1857 e Pariz ) a oa ur priñs gall hag un evnoniour a bouez. Dimezet e oa d'e geniterv Zénaïde Bonaparte.

E vuhez[kemmañ]

Mab henañ Luciano Buonaparte,(1775-1840) hag e eil pried Alexandrine de Bleschamp (1778-1855) e oa. E dad a oa breur da Napoleone Buonaparte, a oa impalaer Bro-C'hall. Dizemglev a oa bet etre e dad hag an impalaer met e 1815 e voe plaenaet an traoù, hag anvet e voe da briñs an Impalaeriezh.


En 1804 ez eas an tiegezh da Roma da c'houlenn gwarez digant ar pab Pi VII. En 1810, pa'z eas da fall an darepredoù etre ar pab ha Napoleon, e klaskas tec'hel da SUA met tapet e voe an tiegezh gant ar Royal Navy saoz er Mor Kreizdouar ha dalc'het e Bro-Saoz betek diskar Napoleon en 1814. Neuze e tistroas da Stadoù ar Pab . Il E 1822 e timezas da Zénaïde Bonaparte, merc'h da Giuseppe Buonaparte ha da Julie Clary. Gant e wreg hag e dad-kaer ez eas da SUA , hag ur pennad e voe o chom en Philadelphia en 1823, ha goude e Bordentown, New Jersey.

En 1854 e teuas da vout rener ar Jardin des plantes de Paris. En 1855 e voe anvet da ezel an Akademiezh roueel skiantoù Sveden.


Oberennoù[kemmañ]

Un toullad mat a levrioù a voe embannet gantañ.

  • etre 1825 ha 1833 peder levrenn an American Ornithology (Philadelphia, 1825)[1]
  • Ornithology of the North America (1826).
  • Iconografia della Fauna Italica.

Notennoù[kemmañ]

  1. (en)American ornithology, or, The natural history of birds inhabiting the United States, not given by Wilson : with figures drawn, engraved, and coloured, from nature, Digital Library for the Decorative Arts and Material Culture