Luciano Buonaparte

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lucien Bonaparte, livet gant François-Xavier Fabre, goude 1800.
Lucien Bonaparte.

Luciano Buonaparte, anavezet gwelloc'h evel Lucien Bonaparte hervez e anv gallekaet gantañ, a oa ganet en Aiacciu d'an 21 a viz mae 1775, ha marvet e Viterbo (Italia) d'an 29 a viz Mezheven 1840, a oa ur politikour gall a orin korsikat, ha breur da Napoleone Buonaparte, anavezetoc'h evel an impalaer "Napoleon".

Trede mab Carlo Maria Buonaparte ha Maria Letizia Ramolino e oa. E dud a oa noblañsed vihan. A orin eus Toskana e oa an tiegezh, deuet da chom da Gorsika er XVIvet kantved.

E vuhez[kemmañ]

E yaouankiz[kemmañ]

E studi a reas e Bro-C'hall. En Autun da gentañ, ma oa eno un eskob a oa breur da c'houarnour Korsika, hag e Brienne da c'houde, da vezañ ofisour en arme c'hall. Dilezel a reas an armoù avat, ha mont gant an Iliz, da lavarout eo da gloareg da gloerdi Aix-en-Provence.

Pa zistroas da Gorsika, hag eñ yaouank-flamm, en em glevas gant Pasquale Paoli (a rae il piccolo filosofo anezhañ) : pa c'hoarvezas an Dispac'h gall e oa sekretou Paoli.

E 1793, da varv ar roue gall, pa oa troet da jakobin, e savas a-enep Paoli a venne distagañ Korsika diouzh Bro-C'hall, hag ez eas d'e ziskuliañ d'ar galloud nevez. Freuz ha reuz a voe lakaet e ti ar re Buonaparte, vendetta lakaet warne, ma rankjont kuitaat an enez.

Buhez politikel[kemmañ]

Pa zistroas da Vro-C'hall e savas a-du gant Robespierre hag ar jakobined. Kemer a reas Brutus Bonaparte da anv, diwar-lerc'h anv ar roman a lazhas Julius Kaesar evit "saveteiñ ar Republik". Pa voe diskaret e vignon Robespierre avat e voe bac'het ur pennad.

Hag eñ o chom e Saint-Maximin (Var), e timezas e 1794 gant Christine Boyer, gwreg e ostiz. Dre e vreur anvet da jeneral e teuas a-benn da vezañ anvet komiser ar brezelioù en arme an Hanternoz pa voe echu gant abadenn Thermidor ha dibennet e vignon kozh Robespierre.

Dont a reas da Baris, daremprediñ Barras, ha sevel a rae e vrud da heul hini e vreur.

Kregiñ a reas neuze gant ar politikerezh met c'hoantaat a rae ober war-dro aferioù Korsika. Kannad e oa evit Korsika e Kuzul ar Pemp Kant e 1798.

Pa zeuas an 18 a viz ar Vrumenn e oa prezidant ar c'huzul hag edo da vat gant Sieyès o prientiñ an taol-stad evit e vreur, nemet nebeut a c'hounid personel a dennas anezhañ.

Evel kannad e oa ezel eus ar poellgor karget da ginnig ul lezenn da gastizañ felladennoù ar wask, diaraogadenn istorel da Frankiz ar wask d'an ampoent, pa oe lakaet ar wask dindan evezh ar polis dre lezenn an 19 a viz ar Frouezh eus ar bloavezh V.

Mont a reas da vinistr an diabarzh da vare ar Gonsuliezh adalek ar 24 a viz Kerzu 1799, met pakañ a rae brud diwar-goust ar C'hentañ Konsul a gasas anezhañ da gannadour da Spagn e-pad bloaz. Lakaat a reas al levezon c'hall da dremen dirak ar gostezenn saoz ha dre se e tapas en-dro grad-vat ar C'hentañ Konsul, petra bennak m'en doa degemeret meur a gildornad a-berzh Spagnoled ha Portugaliz. Distroet da Vro-C'hall ez eas da ezel eus korf an Tribuned e 1802 met a-benn ar fin e zizemglevioù gant Napoleon a reas dezhañ pellat diouzh redadeg ar galloud. Asantiñ a ra memestra d'ur respet a senedour

Mervel a reas e wreg kentañ hag hi o wilioudiñ e 1800, p'emañ tad a zaou vugel. Addimeziñ a reas gant Alexandrine de Bleschamp intañvez an Ao. Jouberthon, edo o paouez kaout ur mab diganti e 1803, Charles Lucien e anv. Gant an unaniezh-mañ e savas fulor en danvez impalaer ha rediet e voe Luciano da skeiñ etrezek Roma, evit en em dennañ e-kichen ar pab Pi VII, ma oa savet mignoniezh gantañ e 1801 pa oa aet a-du gant ar C'honkordad. E 1804, ne dap hini ebet eus enorioù hag anvadurioù sakridigezh an Impalaer. Diazezañ a reas e-kichen Viterbo e tiriad Canino, a voe savet da priñselezh evitañ gant ar pab. Ne zivroc'has ket gant Napoleon, kement ha ken bihan ma fellas da Luciano mont d'ar Stadoù-Unanet. Diarbennet e voe gant ar Saozon e 1810, tra m'edo o treizhañ ar meurvor, ha dalc'het da prizoniad betek 1814. Harluet e Roma adalek miz Mae 1814, savet e voe da priñs a g-Canino d'an 31 a viz Eost ar memes bloavezh gant ar pab Pi VII.

E 1815 pa glevas e oa distro Napoleon eus enez Elb e tivizas mont da Vro-C'hall kerkent. Degemeret e voe gant an Impalaer ha graet e voe ar peoc'h etreze. Anvet e voe da Briñs a Vro-C'hall, ha roet e voe dezhañ enorioù e-leizh (neoazh e chome e-maez eus susit an impalaerezh en abeg d'e eured na oe ket aotreet gant en impalaer). Gant diskar da viken Napoleon goude Waterloo e voe rediet da zistreiñ da Roma, o vezañ ma oa handeet gant renad an Eil Restaorasion. Savet e voe da priñs a v-Musignano d'an 21 a viz Meurzh 1824 gant ar pab Leon XII, priñs Buonaparte gant Gregor XVI e 1837, met mervel a reas en harlu evel ur preveziad tra ken e 1840. Ne vo eus e ziskennidi ken nemet « priñsed Buonaparte » didan Napoleon III, gant an titl a Uhelded evit an hini henañ anezho hepken.

Oberennoù skrivet gant Lucien Bonaparte[kemmañ]

  • La Tribu indienne, ou Edouard et Stellina, roman, Paris 1799 (troet en anglais et en allemand)
  • Charlemagne ou l'Église sauvée, poème épique en 24 chants, Paris 1815 (traduit en anglais)
  • La Cyrnéïde ou la Corse sauvée, 12 chants, Paris 1819
  • Aux citoyens français membres des colléges electoraux, Le Mans 1834
  • La vérité sur les Cent-Jours, Paris 1835
  • Mémoires de Lucien Bonaparte, prince de Canino, écrits par lui-même, Paris 1836
  • Mémoire sur les vases étrusques, Paris 1836
  • Le 18 Brumaire, Paris 1845