Giuseppe Buonaparte

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Giuseppe Buonaparte, en roue Spagn

Giuseppe Buonaparte (Corti, 7 a viz Genver 1768 - 28 a viz Gouhere 1844, Firenze) a oa breur henañ an impalaer gall Napoleone Buonaparte; e galleg eo anavezet evel Joseph Bonaparte. Lakaet e voe gant e vreur impalaer da roue Naplez da gentañ (1806–1808), da roue Spagn goude (1808-1813) evel José Iañ. E Spagn e oa lesanvet Pepe Botella (Job ar Voutailh) dre ma oa kontet da vezañ lonker.


E vuhez[kemmañ]

Poltred Giuseppe Buonaparte en Roue Naplez e 1808, gant Jean Baptiste Joseph Wicar.

Ganet e oa Giuseppe Buonaparte en Corti, en Korsika, d'ar 7 a viz Genver 1768. Pa voe badezet e voe anvet Giuseppe Napoleone Buonaparte. Mab e oa da Carlo Buonaparte ha Maria Letizia Ramolino. Breur henañ Napoleone Buonaparte (a oa da vezañ impalaer) e oa Giuseppe, rak marvet e oa an daou vugel all, ganet en e raok, digant e dud .

Studiañ al lezenn a reas en Pisa (Italia).

D'an 1 a viz Eost 1794 e timezas en Cuges-les-Pins (Bouches-du-Rhône) gant Julie Clary, merc'h d'ur marc'hadour eus Marsilha, ha teir merc'h o doe: Julia Josefina Bonaparte, ganet e 1796 hag a varvas prestik goude, Zenaïde (1801-1854) ha Charlotte Napoleon (1802-1839).


Da gentañ e oa alvokad, goude e voe diplomat ha soudard. Gant e vreur, an impalaer gall Napoleone Buonaparte, e voe anvet da briñs da gentañ, da roue Naplez goude (1806–1808), ha diwezhatoc'h da roue Spagn (1808-1813) evel José Iañ.

Mignon e oa da Germaine de Staël, merc'h da Necker, hag enebourez vras d'he breur Napoleon.

Bugale[kemmañ]